Runoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
==Istor hag implij==
 
War-dro 150 vloaz KJK.J.K. e kaver roud eus ar runoù kentañ. Tamm ha tamm e voe kemeret o flas gant lizherennoù latin dre ma voe degemeret ar relijion kristen gant ar sevenadurioù a rae ganto, war dro 700 vloaz G.J.K. e-kreiz Europa ha war-dro 1100 vloaz G.J.K. en Hanternoz [[Europa]]. Kendalc'het e voe d'ober gant runoù en Hanternoz Europa e degouezhioù ispisial. Betek an 20 vet Kantved e voe implijet runoù evit kinklañ tier war ar maez e Bro Sveden, pe deiziaduriù runek.
An teir lizherenneg runeg brudetañ eo ar Runoù Henfuthark (war-dro 150 betek 800 vloaz G.J.K.), ar Runoù Futhorc Angl-ha-Saoz (400 da 1100 G.J.K.) hag ar Runoù Futhark Diwezhañ (800-1100) Rannet eo ar Runoù Futhark Diwezhañ etre ar Runoù Skourr Hir (pe Danat met implijet e vezent ivez e Norweg ha Sveden) , ar Runoù Skourr Berr pe Runoù Rök (Runoù Svedat-Norwegat a reer diouto ivez met implijet e vezent ivez e Bro Danmark.) hag ar Runoù Stavesyle pe Runoù Hälsinge. Diwezhatoc'h e kaver c'hoazh Runoù ar Grennamzer (1100 -1500) ha Runoù Damekarliat (1500 - 1800)
Ne ouezer ket dre just eus pelec'h e teu al lizherenneg runek. Levezonet eo bet gant lizherennegoù all moarvat. Meur a lizherenn a gaver er Runoù Henfuthark a denn da lizherennoù [[latin]]. Tennañ a reont ivez ouzh al lizherennoù a veze implijet etre ar 5vet hag 1añ kantved K.J.K. en Hantenoz Italia.
 
===An Orin===
Diwar lizherennegoù kozh [[Italia]] e oa bet ijinet ar runoù met n'eo ket sklaer diwar peseurt hini e oa er penn kentañ. N'eo ket sklaer kenebeut peseurt arouezioù zo bet ijinet penn da benn pe hag eñ ez eus diouto zoken. Sklaer eo koulskoude e oa bet ijinet ar runoù da heul an darempredoù sevenadurel etre ar pobloù [[Germanek]] ha re Italia. Mont a rae alies ar C'hermaned da c'hoprsoudarded en armeoù [[Roma]] etre ar [[1añ kantved]] K.J.K. hag ar [[5vet kantved]] G.J.K. Krouet e oa bet da vat ar Runoù Henfuthark e penn kentañ ar 5vet kantved evel ma tiskouez Maen Kylver.
Alies a-walc'h e vez kredet eo diwar lizherenneg Raetek [[Bolzano]] e oa bet savet ar runoù. N'eus nemet 5 Run Henfuthark na adkaver ket e stumm pe stumm dindan lizherenneg Bolzano. Klaskerien Skandinavat 'zo a soñj dezho avat e vijent bet savet kentoc'h diwar al lizherenneg latin. Tud all a welfe o orin o tont diouzh lizherenneg Hanternoz Etruska dre ma kaver an anv germaneg Harigast skrivet gant lizherennoù etruskat ouzh tokarn Negau , ken kozh hag an Eil kanved K.J.K.
 
 
Linenn 125:
[[Skeudenn:Anglosaxonrunes.svg|thumb|right|Ar Runoù Fuþorc Angl-ha-Saoz.]]
 
Astennet e voe bet al lizherenneg Futhorc da 29 run, 33 diwezhatoc'h zoken. Implijet e voent moarvat adalek ar Vvet kantved betek an 9 vet kantved. Meur a deorienn a gaver diwar-benn orin ar runoù Angl-ha-Saoz. Hervez unan anezho e vefent bet savet e Bro Friz ha kaset da Vro-[[Saoz]] da c'houde. Tud all a lar eo ar [[Vikinged]] o dije degaset ar runoù da Vro-Saoz, aze e vijent bet kemmet dindan runoù Futhorc ha kaset da Vro [[Friz]] goude-se. An div deorienn o deus poentoù gwan ha ret e vefe kavadennoù arkeologel nevez evit prouiñ hini pe hini.. Runoù Futhorc a zo bet kavet ouzh ur gontell eus an 9vet kantved bet adkavet er Stêr Tavoez e 1957, ouzh Kroaz Ruthwell e Bro [[Skos]] pe ouzh dornskridoù kozh (Codex Wien, barzhonegoù Otho B.) .
 
 
Linenn 139:
===Runoù Marc'homanek (8vet da 9vet kantved)===
[[Skeudenn:Marcomannic.PNG|thumb|410px|Runoù Marc'homanek.]]
Un oberenn anvet De Inventione Litterarum, bet adkavet ouzh dornskridoù eus an 8vet ha 9vet kantved o tont eus kreisteiz an [[Impalaeriezh Karolingat]] (Alemania, [[Bavaria]]) e kaver ur meskaj souezhus a runoù Henfuthark ha runoù Angl-ha-saoz. Sinet eo ar skrid dindan anv Hrabanus Maurus. Hervez an dornskrid e vije bet implijet ar runoù-se gant Marcomanni, quos nos Nordmannos vocamus, Evit-se ez eus bet graet Runoù Mac'homanek diouto. N'eus liamm ebet etrezo ha Rouantelezh germanat Marc'homania da vare ar Romaned avat. Soñjal a reer kentoc'h e vije bet klasket gant Gouizieien Karolingat diazezañ runoù evit an holl lizherennoù latin. Meneget eo bet ar runoù-se gant Wilhelm Grimm e 1821 (Ueber deutsche Runen, chapter 18, pp. 149–159).
 
 
Linenn 156:
 
 
Er Runoù Futhark Diwezhañ pe Futhark Skandinavia n'eus bet dalc'het nemet 16 run diwar ar 24 run a oa en Henfuthark. Klotañ a ra ar cheñchamant-se gant an Henc'hermaneg oc'h emdreiñ da Hennorseg. Kavet e vezont e Skandinavia hag en un nebeut trevadennoù Viking. Implijet eo bet ar runoù-se adalek an 9 vet kantved betek an 11vet kantved. Rannet int etre ar runoù skourr hir (Daneg) hag ar runoù skourr berr ([[Svedeg]] ha [[Norvegeg]]). Tabut a oa savet diwar an diforc'h etre an daou stumm runoù. Soñjet e vez bremañ peurvuiañ e tenne an difoc'h stummoù d'an implij a veze graet ganto. Ar runoù skourr hir a veze kizellet ouzh mein, ar re skourr berr a veze implijet war ar pemdez evit skridoù prevez pe kemennadennoù engravet ouzh koad.
 
 
Linenn 216:
===Runoù el lennegezh===
 
[[Skeudenn:cirth.png|thumb|taolenn kirth , al lizherenneg runek bet ijinet gant J. R. R. [[Tolkien]].]]
Implijet eo bet ar runoù el lennegezh evit klask diazezañ an istor en un doare “gwirion” en istor. Skrivagnerien evel J.R.R. Tolkien, [[Jules Verne]], J.K. [[Rowling]], pe Erik l'Homme o deus bet implijet runoù en o levrioù.
Gant J.R.R. Tolkien e voent implijet kalzig e [[Bilbo]] an Hobbit da skouer evit skeudenniñ kartenn avanturioù Bilbo, en Aotrou ar Gwalennoù (Lord of the Rings) e kaver runoù ouzh bez Balin e Bro-Voria, ha titouroù e-leizh a gaver war o fenn e stagadennoù ar romant. Gant Runoù e ra Tolkien met saozneg a skriv ganto.
Jules Vernes en deus bet graet gant runoù en e levr Beaj e kreiz an Douar. Kregiñ a ra an istor gant un dornskrid kozh e runoù lec'h ma kaver anv eus un toull kevrinus e Bro [[Island]] a gas war-zu kreiz an douar. Gant Jules Verne eo al latin avat zo implijet evit ar skrid e runoù.
E daou levr e voe meneget ar runoù gant J.K. Rowling. Hermione Grandger unan eus tudennoù pennañ levrioù [[Harry Potter]] a studi ar runoù adalek he zrede bloavezh e skolaj Hogwarts . Er seizhvet levr e resev digant ar c'helenner Dumbledore aet da anaon, ur skouerenn e runoù eus The Tales of Beedle the Bard, (Konchennoù ar Barzh Bidel )
.Runoù hud a gaver meneget ivez e Le Livre des Etoiles un dastummad tri levr gant ar skrivagner evit ar re yaouank Erik L'homme.
Er serienn skinwel Stargate SG-1 e vez implijet runoù evit skrivañ gant ar ouenn estren-douar Asgard.
Linenn 226:
 
 
===Runoù ha [[Nazied]]===
 
[[Skeudenn:Runou gwalenn ss.jpg|thumb|left|250px|Runoù a veze kavet ouzh Totenkopf Ring a veze gouget gant izili an SS ]]
O vezañ ma oant arouezioù germanek e voe implijet ar runoù gant an nazied.
Diwar labourioù Guido von List e oa bet entanet an Nazied gant arouezelezh ar runoù. E rummad runoù a voe distaolet ganto diwezhatoc’h evit degemer ar Runoù Wiligut bet krouet gant runoniour ofisiel an [[Trede Reich]] Karl Maria Wiligut.
Gant an Nazied e oa graet "Sig" eus ar run o talvezout da S.
Ouzh ar walenn a veze douget gant izili an Nazied , an Totenkop Ring (Gwalenn ar Glopenn) e oa engravet meur a run. Daou run "Sig" (e-barzh pep a dric’horn) , ur run 'Hagal' (e-barzh ur c’hwec’hkorn), ur run “svastika” (e-barzh ur c’harrez) hag ur run “doubl” (e-barzh ur c’helc’h).
Linenn 268:
[[Skeudenn:Runen Schlagstempel.jpg|thumb|Siell runek e dir o tiskouez Runoù Henfuthark]]
 
Lizherennegoù runek a zo degemeret gant an norm [[Unicode]] dindan ar bloc'had 16A0–16FF. 81 arouez zo etre tout, 75 lizherenn en o zouez. Un nebeut nodrezhioù (skriturioù) a zegemer an areouezioù-se, nodrezhoù doare krennamzer dreist-holl evel Cardo pe Junicode.