Runoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 153:
[[Restr:cirth.png|thumb|taolenn kirth , al lizherenneg runek bet ijinet gant J. R. R. [[Tolkien]].]]
Implijet eo bet ar runoù el lennegezh evit klask diazezañ an istor en un doare “gwirion” en istor. Skrivagnerien evel J.R.R. Tolkien, [[Jules Verne]], J.K. [[Rowling]], pe Erik l'Homme o deus bet implijet runoù en o levrioù.
Gant J.R.R. Tolkien e voent implijet kalzig e [[Bilbo]] an Hobbit da skouer evit skeudenniñ kartenn avanturioù Bilbo, en Aotrou ar Gwalennoù (Lord of the Rings) e kaver runoù ouzh bez Balin e Bro-Voria, ha titouroù e-leizh a gaver war o fenn e stagadennoù ar romant. Gant Runoù e ra Tolkien met saozneg a skriv ganto.
Jules Vernes en deus bet graet gant runoù en e levr Beaj e kreiz an Douar. Kregiñ a ra an istor gant un dornskrid kozh e runoù lec'h ma kaver anv eus un toull kevrinus e Bro [[Island]] a gas war-zu kreiz an douar. Gant Jules Verne eo al latin avat zo implijet evit ar skrid e runoù.
E daou levr e voe meneget ar runoù gant J.K. Rowling. Hermione Grandger unan eus tudennoù pennañ levrioù [[Harry Potter]] a studi ar runoù adalek he zrede bloavezh e skolaj Hogwarts . Er seizhvet levr e resev digant ar c'helenner Dumbledore aet da anaon, ur skouerenn e runoù eus The Tales of Beedle the Bard, (Konchennoù ar Barzh Bidel )