Runoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Rökstenen 1.JPG|thumb|350px|right|Un enskrivadur e lec'h ma kaver Runoù Henfuthark ha Runoù Futhark Diwezhañ ouzh Maen Rök e Bro-Sveden, 9vet kantved]]
 
Ar '''runoù''' eo al lizherennoù[[lizherenn]]où a vez implijet el lizherennegoù runek. Implijet e oa ar re –mañre–mañ evit skrivañ ar yezhoù [[germanek]] a-raok na zigemerfent al [[lizherenneg latin]]. Tost a-walc’h eo al lizherennegoù runek an eil diouzh egileeben. '''Futhark''' pe '''fuþark''' a vez graet diouzheus re [[Skandinavia]]. Un anv a zeu diwar 6 lizherenn gentañ o lizherenneg F U þ A R ha K.
Futhorc a vez graet diouzheus al lizherenneg angl ha saoz. Emdroet e oa da heul ar cheñchamantoù a oa bet graet evit lakaat al lizherennoù-se da glotañ gant an Hensaozneg . ''Runoniezh'' pe ''runologiezh'' a vez graet eus studi al lizherennoù runek, an enskrivadurioù runek, ar mein engravet gant runoù, hag o istor. Ur rann eus ar yezhoniezh c’hermanek eo ar runoniezh.
 
==Istor hag implij==
 
War-dro 150 vloaz K.kent J.K. e kaver roud eus ar runoù kentañ. Tamm ha tamm e voe kemeret o flas gant lizherennoù latin dre ma voe degemeret ar relijion kristengristen gant ar sevenadurioù a rae ganto, war dro 700 vloaz G.J.K. e-kreiz Europa ha war-dro 1100 vloaz G.J.K. en Hanternoz [[Europa]]. Kendalc'het e voe d'ober gant runoù en Hanternoz Europa e degouezhioù ispisial. Betek an 20 vet Kantved e voe implijet runoù evit kinklañ tier war ar maez e Bro Sveden, pe deiziaduriù runek.
An teir lizherenneg runeg brudetañ eo ar Runoù Henfuthark (war-dro 150 betek 800 vloaz G.J.K.), ar Runoù Futhorc Angl-ha-Saoz (400 da 1100 G.J.K.) hag ar Runoù Futhark Diwezhañ (800-1100) Rannet eo ar Runoù Futhark Diwezhañ etre ar Runoù Skourr Hir (pe Danat met implijet e vezent ivez e Norweg ha Sveden) , ar Runoù Skourr Berr pe Runoù Rök (Runoù Svedat-Norwegat a reer diouto ivez met implijet e vezent ivez e Bro Danmark.) hag ar Runoù Stavesyle pe Runoù Hälsinge. Diwezhatoc'h e kaver c'hoazh Runoù ar Grennamzer (1100 -1500) ha Runoù Damekarliat (1500 - 1800)
Ne ouezer ket dre just eus pelec'h e teu al lizherenneg runek. Levezonet eo bet gant lizherennegoù all moarvat. Meur a lizherenn a gaver er Runoù Henfuthark a denn da lizherennoù [[latin]]. Tennañ a reont ivez ouzh al lizherennoù a veze implijet etre ar 5vet hag 1añ kantved K.J.K. en Hantenoz Italia.