Sant-Yust : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 29:
== Istor ==
[[Skeudenn:Alignement de menhirs saint just.jpg|thumb|300px|left|'''Peulvanioù Sant-Yust.''']]
 
Abaoe pell-tre ez eus tud o chom e kornad Sant-Yust evel ma tiskouez ar veinveur a weler war Lanneier Cojoux. Taolioù-maen, peulvanioù ha krugelloù bet savet 4500 vloaz K.J.K. evit ar re goshañ anezho.
Alareg (Alarac) a oa anv kentañ ar barrez. Stag e oa ouzh [[Eskopti Gwened]] betek an Dispac’h Bras. Distaget e oa bet diouzh parrez kozh [[Ranneg]] (Renac) en 11vet kantved. (Istor Breizh A. De la Borderie II p 178)
Kouezhañ a reas iliz Alareg en he foull ha kreizenn ar barrez a zeuas da vezañ chapel prioldi Abati Sant Salver Redon el lec’h a oa graet Ar Vouc’h Kozh (Le Vieux Bourg) dioutañ. Aze e voe savet an iliz zo bremañ etre 1848 ha 1851. D’ar poent-se e voe roet d’an iliz anv Sant-Yust dre ma oa enni relegoù Sant-Yust.
Hervez ar vojenn e oa bet merzheriet Sant Justus Beauvais da vare an impalaer roman [[Diokletian]] pa oa ur bugel 9 vloaz hag e benn en doa adlakaet war e gorf evit spontañ e vourevien..
Laret e vez e oa Kastell Henlez (La Vieille Cour), unan eus tier-annez [[Anna Vreizh]].
 
== Monumantoù ha traoù heverk ==