Diforc'hioù etre adstummoù "Mic'hail Bakounin"

D
Robot kemmet: an:Mikhail Bakunin; Kemm dister
D (Robot kemmet: an:Mikhail Bakunin; Kemm dister)
[[ImageRestr:Mikhail Bakunin.jpg|thumb|right|Mic'hail Bakounin]]
Un den politikel rusian eo '''Mic’hail Bakounin''' , e [[ruseg]]: Михаил Александрович Бакунин (1814-1876). Unan eus ar brederourien bennañ an tuad politikel a reer an [[diveliouriezh dispac'hel]] (pe an anarkouriezh dispac'hel) eus anezhañ.
 
== E yaouankiz ==
 
Ganet eo Mic'hail Aleksandrovitch Bakounin d’an [[8 Mae|8 a viz Mae]] [[1814]] e Priamouc'hino (Прямухино e rannvro [[Tver]], e [[Rusia]]), en ur [[familh]] eus an [[noblañs]] vihan. Chom a ra er gêr betek e 14 vloaz.
Kaset eo neuze gant e dad da skol an [[artilherezh]] da [[Sankt-Petersburg]]. Laouen eo da gentañ Mic’hail o tañva ur vuhez nevez, met buan e kav pounner [[aergelc’h]] ar [[kazarn|c’hazarn]] ha ne soñj nemet en un dra : tec’hout kuit. Un nebeut bloavezhioù war-lerc’h en gra evit gwir. Fuloret eo an tad pa oar ez eo tec’het e vab kuit.
Divizout a ra Mic’hail studiañ e Skol-Veur Moskva, eno e kej gant [[Herzen]] hag Ogarev (prederourien poblelour ha sokialour) Sankt-Petersburg. Bakounin n’eo ket reoliek-tre en e labour, met dedennet eo kenañ gant ar [[prederouriezh|brederouriezh]] alaman. E [[1840]] ez a Bakounin da v-[[Berlin]], gant skoazell Herzen, evit studiañ prederouriezh [[Hegel]]. Mont a ra da gentelioù Werder, kelenner war preder Hegel. Evel [[Karl Marx]] hag [[Friedrich Engels]] e gaso ar brederouriezh-se war an dachenn sokial ha diwhezatoc’h war hini [[an dispac’h]]. Kregiñ a ra Bakounin da zaremprediñ gant ar bodadoù demokratel, polis kuzh an [[Tsar]] a vez neuze war e seulioù. Diviz a ra Bakounin mont e [[Suis]] da bellaat ouzh ar [[spierezh|spierien]]. Da c’houde, e 1844, ez a da [[Pariz|Bariz]] e lec’h ma gej gant Marx hag Engels, daremprediñ a ra an alamanted hag ar boloniz harluet, ha dreist-holl e ra anaoudegezh gant [[Pierre Proudhon]]. Levezonet tre eo Bakounin gant preder Proudhon. Er vloavezhioù da heul e dremen Bakounin e amzer da gaozeal ha da dabutal er bodadoù ha kelc’hioù demokratel e Pariz. Goulennet e vez digantañ gant ar Boloniz Yaouank prezegenniñ e koun an dispac’h polonad. Koust a raio dezhañ kêr ar brezegenn-se pa goulenn groñs kannati Rusia ma vo skarzhet eus Bro-C’hall ken e ya neuze da repuiñ e [[Belgia]].
War ar stoc’h
E [[1848]] e vez stenn an traoù dre [[Europa]] a-bezh, an dispac’h a grog un tamm e pep lec’h, e miz [[C’hwevrer]] e grog an dispac’h e Pariz, Bakounin a zistro enno. Dibuniñ er [[straed]]où, sevel stoc’hoù, tennañ war ar [[soudard]]ed, entanet eo Bakounin gant an aergelc’h-se. Skrivañ ra Bakounin er gazetenn "la Réforme", ennañ e tiskler: « faezhet e vo an dispac’h, ma n’a ket ar rouaned diwar wel dre Europa a-bezh ». Hervezañ eo ret d’an holl broadoù en em zizober diouzh o mac’homerien. Da c’houde ez a Bakounin da [[Polonia|Vro-Bolonia]] e-lec’h m’emañ ar bobl o n’em sevel. Flastret eo an [[emsavadeg]] enno. Mont a ra neuze e [[Praha]] evit kemer perzh er bodad panslav e miz Even. Freuz ha reuz a zo e kêr e-keit ar bodad-se. Mont a ra neuze Bakounin e [[Dresden]] e [[1849]], emsavet eo ar ger, kas a ra an emsavadeg war raok , met trec’het eo an emsavidi.
 
== En [[toull-bac’h]] ==
 
Stlapet eo Bakounin en toull e lec’h ma chom betek e [[prosez]] e [[1850]]. Kondaonet eo d’ar marv met cheñchet eo ar [[kastiz|c’hastiz]] : labourioù peurbad az aio gantañ a-benn ar fin. [[Aostria]] ha [[Rusia]] a c’houlenn kaout anezhañ, gouarnamant Saks a ro anezhañ d’an Aostrianed ha kaset eo da Rusia e miz Mae [[1851]]. Distro eo Bakounin da [[Rusia]], daoust ma n’en doa ket c’hoant mont eno ken. Toullbac’het eo e [[kreñvlec’h Pêr-ha-Paol]]. Enno e skriv ul [[lizher]] d’an Tsar evit bezañ dieubet. Kaset e vez da [[Siberia]] e [[1857]]. E [[1861]] e tec’h kuit, tremen a ra dre [[Japan]], [[Los Angeles]] ha [[New York]] hag en em gavout ra e [[Londrez]] e fin ar bloavezh.
 
 
Ur wech distro e skriv Bakounin d’e gamaladed dispac’hourien [[1848]]. E [[1863]] ez eus un emsavadeg nevez e Polonia, mont a ra Bakounin enno ha klask a ra kas youlidi betek enno, goude beajoù arvarus da [[Sweden]] e diviz paouez gant dieubadeg ar bobloù slav. En em staliañ a ra e [[Suis]] adare ha kemer perzh e ra en un emsavadeg e [[Italia]] e [[1864]]. E 1865 e grou ar Breuriezh etrevroadel, [[kevredigezh kuzh]] evit difenn al labourerien.
An diveliouriezh
Evit Bakounin n’eus ket tu e kaout a Doue, ne glot ket gant frankiz Mab-den.
« Mard eus eus Doue, an den a zo ur [[sklav]], hogen an den a c’hell hag a dle bezañ dieub, neuze n’eus ket eus Doue.»
Evitañ ar stad a zo “un aozadur istorel, tremeniad ur stumm diouzh ar gevredigezh”.
Kejan a ra Bakounin gant Marx e [[Londrez]] ha gant Proudhon e Pariz. Desachet eo gant mennozhioù Proudhon. Dont a ra da vezan un diveliour. Skrivañ ur ra ur [[katekiz|c’hatekiz]] dispac’hel hag a zo un doare programm evit ar Breuriezh etrevroadel en destenn-se e tiskler splann Bakounin e vennozhioù diveliour a-enep d’an holl sujidigezhioù, arme, Stad, [[Iliz]], [[relijion]], [[justis]], [[polis]]...
E [[1867]] ez a Bakounin da emvod-meur al « Ligue de la paix et de la liberté » e [[Geneva]]. Eno e gej gant [[James Guillaume]] hag a teuio da vezañ e diskib. Krouet vez Kenemglev etrevroadel an demokratelezh sokialour gant Bakounin, an aozadur-se a vo lodenn foran ar Breuriezh etrevroadel. Palioù ar c’henemglev-se a zo : kevatalder ekonomikel ha sokial, diskar ar renkadoù... [[Ger-stur]] Bakounin a zo : [[Sokialouriezh]], [[Kevredelezh]], [[Eneprelijionelezh]].
E [[1868]] en emezeliñ ra Bakounin en AEL ([[Aozadur Etrevroadel al Labourerien]]) ha da c’houde ar c’henemglev a gendeuz gant an AEL.
E-barzh an AEL ez eus jeu buan etre [[Marx]] ha Bakounin. N’eo ket un emgannig personel etre daou den, met ur gudenn a deoriennoù an hini eo, Marx a zo beliour, c’hoant en eus unaniñ hag urzhiañ ar [[proletaer|broletaerien]] ha rein ar galloud dezho dindan stumm un [[diktatouriezh]]. E emvod-meur Basel (1869) e teu war-wel gwelloc’h c’hoaz an [[diforc’h]]où ideologel etre Marx ha Bakounin. Daou du a vez neuze en AEL hag en em chikanañ a reont en un doare mezhus : [[kunujenn]]où, lizhiri kuzh…
E 1870 e vez trec’het armeoù [[Napoleon III]] e [[Sedan]] gant prusianed [[Bismarck]]. Diskleriet eo ar Republik. Mont a ra Bakounin e [[Lyon]], mont a ra da welet al labourerien ha goulenn a ra diganto en em sevel. D’an 28 a Gwengolo1870 e dap an Ti-Kêr gant sikour dispac’hourien gall. Hogen ne teu ket a-benn da aozañ ar c’hentañ stumm a gomun-se, prezegenniñ a ra e-pad eurvezhioù war perzhioù ar stad hag adtapet eo an Ti-Kêr gant ar [[bourc'hiz|vourc’hizien]]. Skarzhet eo Bakounin da Vro-Suis en-dro. Eno e vo pa c’hoarvezo [[Komun Pariz]] e [[1871]], n’hall ket Bakounin mont betek Pariz, met adkemeret eo lod euse teoriennoù gant ar broletaerien parizian : n’eus ket a arme ken, dilennet eo ar c’hargidi, savet eo kevredelezhioù, meret e vez traoù a-gevret...<br />E-pad ar mare-se e skriv ul levr flemmus diwar-benn impalaeriezh prusian : ''l'Empire knoutogermanique. ''
P'eo bet barnet fall ar gomunarded gant ar republikan [[Italia|italian]] [[Guiseppe Mazzini]] e respont Bakounin gant pennadoù er c'hazetennoù. Berzh a ra mennozhioù Bakounin ken e c'hounez an [[tabut]]ha muioc’h- muiañ a labourerien italian a ya da emezeliñ en AEL. [[Levezon]] an diveliourien a gresk ivez en AEL, [[Marx]] a glask herzel outo a vont war raok, a-benn ar fin e vo echu baleadenn Bakounin a-gevret gant an AEL en [[emvod-meur]] [[Den Haag]] [[1872]] pa vezont skarzhet diouzh an AEL ha kaset eo sez an aozadur da [[New-York]] (daou vloaz goude ez aio diwar wel da vat).
E [[1873]] en em gav kozh Bakounin ha kuitaat a ra ar c’hevredelezh jurasian. E [[1874]] e glask seveniñ un emsavadeg e Bolonia, met diskoachet eo an taol gant ar polis ha ne vo ket tu da Vakounin mervel evel m’en doa c’hoant : en e sav war ur bardell.
Bevañ a ra bloavezhioù diwezhañ e vuhez etre Suis hag Italia, troc’het diouzh ar vuhez politikel.
Mervel a ra Bakounin e [[Bern (kêr)]] d’[[1 Gouere|ar c’hentañ a viz Gouere]] [[1876]].
Gant e stourm politikel hag e labouriou teorikel ez eo Mikhaïl Bakounin unan eus tudennoù pennañ an diveliouriezh etrevroadel.
 
== Oberennoù ==
E levrioù, hag a zo daveoù evit an diveliourien, a zo niverus, en o zouez:
* Dieu et l’État (1871),
* la Commune de Paris et la notion de l’État (1871),
* l’État et l’Anarchie (1873) ...
 
[[DEFAULTSORT:Bakounin, Mic'hail]]
 
[[Rummad:Prederourien Rusia]]
[[rummadRummad:Prederourien an XIXvet kantved]]
[[Rummad:Diveliouriezh]]
 
[[an:MihaílMikhail Bakunin]]
[[ar:ميخائيل باكونين]]
[[ast:Bakunin]]
59 988

modifications