Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:АПЕК
D Robot ouzhpennet: fy:Organisaasje fan Oalje Eksportearjende Lannen; Kemm dister
Linenn 1:
'''Aozadur ar Broioù a Ezporzh Petrol''' pe '''ABEP''' (e saozneg '''Organization of the Petroleum Exporting Countries''', '''OPEC''') a zo ur c'henemglev etre an daouzek bro a ezporzh [[eoul-maen]], en o zouez [[Aljeria]], [[Angola]], [[Ecuador]], [[Iran]], [[Irak]], [[Koweit]], [[Libia]], [[Nigeria]], [[Katar]], [[Arabia Saoudat]], an [[Emirelezhioù Arab Unanet]], ha [[Venezuela]]. <br />
 
E [[Vienna]] emañ penngarter ABEP abaoe 1965, eno e vez aozet emvodoù gant ministred an eoul-maen ar stadoù izili. Aet eo [[Indonezia]] e-maez an aozadur e 2008, p'eo deuet da enporzhiañ al lodenn vrasañ eus he eoul-maen, met disklêriet he deus ar vro e teufe en-dro pa vo un ezporzhier rik er bed adarre.
 
Hervez statudoù ABEP eo e bal pennañ divizout an doareoù da warantiñ interestoù ar c'henemglev, evit an holl hag evit pep hini. Klask a ra stabilaat prizioù an eoul-maen er marc'hadoù etrebroadel, a-benn dilamat monedoneoù noazus ha diret; kemer e kont atav interestoù ar broioù a brodu eoul-maen hag ar redi da warantiñ gounidegezh reoliek dezho; pourchas eoul-maen en un doare efedus hag ingal d'ar broioù a bren anezhañ, ha gounidegezh reizh kevala ar re a bost arc'hant e greanterezh an eoul-mae.
Linenn 9:
Aet eo galloudegezh ABEP da reoliañ priz an eoul-maen war-ziskar abaoe, abalamour m'eo bet diorroet mirlec'hioù eoul-maen en [[Alaska]], [[Mor an Hanternoz]], [[Kanada]], [[Pleg-mor Mec'hiko]], [[Rusia]], koulz ha modernizadur ar marc'hadoù. Gant broioù ABEP emañ c'hoazh div drederenn eus eoul-maen ar bed, hag e miz Ebrel 2009, 33.3% eus produadur eoul-maen ar bed, ar pezh a ro dezho ul levezon vras war ar marc'had hollek. Ar rummad produerien a zeu war-lerc'h, izili [[Aozadur evit ar c'henober hag an diorren ekonomikel]] hag ar stadoù bet soviedel a brodue 23.8% ha 14.8% eus produadur eoul-maen ar bed nemetken. E 2003 e vo tud zo chalet e c'hellfe levezon ABEP war priz an eoul-maen bihanaat c'hoazh, dre ma ne c'hellfemp ket produiñ kalz muioc'h.
 
== Liammoù diavaez ==
* [http://www.opec.org lec'hienn ofisiel an aozadurOPEC] {{en}}
* [http://www.econlib.org/library/Enc/OPEC.html Concise Encyclopedia of Economics: OPEC] {{en}}
* [http://mondediplo.com/2006/05/07timeline OPEC Timeline] gant Nicolas Sarkis, e ''[[Le Monde diplomatique]]'', Mae [[2006]] {{en}}
* [http://www.ofid.org/ Lec'hienn ofisiel an OPEC Fund for International Development (OFID)] {{en}}
 
{{OPEC}}
Linenn 50:
[[fr:Organisation des pays exportateurs de pétrole]]
[[fur:OPEC]]
[[fy:Organisaasje fan Oalje Eksportearjende Lannen]]
[[ga:Eagraíocht Tíortha Onnmhairithe an Pheitriliam]]
[[gl:Organización de Países Exportadores de Petróleo]]