Laou-penn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 23:
 
Evit stourm en un doare efedus eo ret:
*distruj al '''laou''' hag an [[nez]],
*mirout a dapout laou digant un den all.
 
Tri doare zo da zistruj al laou hag an nez.:
#Troc'hañ ar blev ha touzañ ar penn, ha teurel kuit ar blev laouek; ne blij ket atav d'ar vugale na d'o zud, goude ma vez efedus; hogen ret e vez dibab etre blev melen koant laouek ha pen touz dilaou a-wechoù;
#Kribañ ar blev gant ur grib tanav ha dilaouiñ, ha frikañ an amprevaned unan hag unan. Hir eo, ha diaes-kenañ e-barzh blev hir: skuizhañ a c'haller goude 100 laouenn er memes penn.
#Gwalc'hiñ ar blev
**Lod tud a ra gant dour pe soavon-blev leun a broduioù kimiek. Ne blij ket d'an holl, droug a vez kontet diwar-benn ar produioù-se., gant gwir abeg (darn zo bet berzet).
** Tud zo a lak eoul-[[lavand]], pe [[sitroñs]] (e gwerzh e ti an apotikerien), a-leizh war blev ar vugale, hag a c'holo ar penn e-pad un nozvezh.
***Displijout a ra ar c'hwezh kreñv, ha ne lazh ket al laou, eme tud zo.
***Mat eo evit en em ziwall, a lavar tud all. Ha yac'husoc'h eo eget ar pistri kimiek, rak mar deo displijus n'eo ket ken noazus, ha gwashañ displijadur a vez eo rankout naetaat dilhad ha gweleoù.
 
 
Koulskoude, pa vez implijet an tri doare-se war un dro e teuer a-benn eus an amprevaned noazus-se.
 
==Yezh==