Diforc'hioù etre adstummoù "Luc'heilerez"

19 okted ouzhpennet ,  14 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
Gwechall e veze graet gant luc'heilerezioù [[treloc'h|treloc'hel]] nemetken a yae en dro gant [[enkr]], pe [[huz]], dourenneg da voullañ. Da c'houde int aet da vezañ [[tredan|tredanel]] evel ar peurvuiañ eus an ardivinkoù arnevez gant meur a [[amredad]] [[elektronek]] o kemer muioc'h mui o flas enne ivez betek merañ an argerzh mont en dro a-bezh bremañ. Hag abaoe meur a vloavezh e vez implijet [[huz poultr]] da voullañ, paket hiviziken e-barzh [[karitell|karitelloù]] aezet da gemmañ pa vezont toull.
 
Renket e vezont diouzh o [[buander]], hervez an niver a [[follenn|follennoù]] a c'hellont [[moullañ]] e-korf ur vunutenn. Lâret e vez evel-se eo gouest ul luc'heilerez ober 15 luc'heilenn bep munutenn evit unan e vije staliet da skouer e-barzh burev un embregerezh vihan pe unan arall a vije barrek d'ober 80 luc'heilenn bep munutenn evit un ardinvik ("da broduiñ") staliet en ul lise bras a-walc'h. Gallout a reer dewerzhañ ar buander-se e pajenn dre vunutenn (pdv) eleze evit an div skouer a-us : 15 pdv ha 80 pdv. Hervez o buander luc'heilañ e vezont renket e-barzh krennennoù evel da skouer ar grennenn II pe IV.
 
Moullet e vez gante war [[skoroù moullañ]] a bep seurt o kaout lies arouezadur : an tewder, dreist-holl evit ar paper, ar ment, an danvez (paper reizh, paper teuzwelus, paper treuztresañ, paper adaozet). Ar ment paper implijet peurliesañ e-barzh al luc'heilerezioù a zo deus ar ment A6 d'an hini A3. Lod anezhe a zo moaien moullañ war skoroù A2 gante evit implijoù ispisial (skritelloù da skouer).
Un gartenn [[pelleiler|belleiler]] a vez kavet muioc'h mui bremañ a-gevret gant al luc'heilerezioù arnevez. Se a ginnig an tu da gas ur faks adalek un urzhiataer eo bet luget al luc'heilerez outañ.
 
==An dalc'hen a-ratre (pe an trezerc'hel)==
 
Al luc'heilerezioù 'zo ardivinkoù e vez redret c'hoazh ober dezhe un [[dalc'hen e-ratre]] (pe [[kas en dro]]) alies. Pezhioù 'zo da vezañ kemmet ingal (ar c'helorn, an unvez digelañ, ruilhioù ar forn) hag e ranker naetaat ur wech an amzer ar ruzerezioù (a gemer ar paper er c'hasedoù) kuit e vefe re a stonkadurioù a-hed amred ar paper (stonkadur 'vez graet deus ur follenn baper o teukañ e-kerz he amred e-barzh al luc'heilerez). Tud 'zo 'vez stummet a-ratozh evit al gefridi-se : kalvezourien pe teknikourien Servij Goude ar Werzh (pe SAV e galleg).
 
Gant an holl luc'heilerezioù e vez kavet enne ur [[konter|c'honter]] a dalvez da c'hoût pet luc'heilennoù a zo bet graet gante hag ivez war an dro da fakturiñ ar pratikoù, ar re-se da paeañ ur gevrat kas en dro hervez an niver a luc'heilennoù graet gante.
 
War gresk ec'h aio an niver a luc'heilerezioù luget oute [[modem]]où [[GPRS]] a ro lañs d'ar "pellgas en dro". Gand an benveg-se ez 'eus tu evit an ardinvik en em gevreañ ouzh ur servijer a-ziabelldiabell ha dreuzkas dezhañ peseurt skoilh a c'hellfe c'hoarvezout gantañ. Er mod-se ec'h anavezo ar servij dalc'hen e-ratre e ranko hanterañ hep ma vefe red d'an arveriad pellgomziñ hag en dazont adingalañ al luc'heilerez a-ziabell evit kudennoù elektronek dreist-holl.
 
[[de:Elektrofotografie]]
1 066

modifications