Hervé Gouédard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 7:
 
===Buhez Vicherel hag abaoe===
Bet eo o vevañ e Pariz, ugent vloaz -pad, e-lec'h ma oanoa o labourat war an dachenn sokial. Deuet eo en-dro da vevañ eda [[Sant-Brieg]] seizh vloaz 'zo. Klañv e oa, divarrek da labourat, ha lakaet one oa bet "er-maez ar jeu" a-fed labour. Abaoe e ro kentelioù brezhoneg hag alamaneg e Sant-Brieg, e kevredigezhioù sevenadurel ar vro.
 
===Ar yezh===
Desket en deus brezhoneg d'an oad a dregont vloaz. Perak ? Bez' e oa e wreg a orin eus Loktudi, e Bro-Vigoudenn, hag an dro gentañ dezhañ d'en em gavout eno, en he familh, e oa bet souezhet o klevet tud o komz ar yezh-se, a oa dianav dezhañ, ha ne oa bet morse dedennet ganti betek neuze : troet e oa kentoc'h gant an alamaneg. Ur c'helenner dreist en deus bet, Alan Martel e anv, ha selaouet en deus kalz tud ar vro, er Vro-Vigoudenn, evel-just, hogen ivez dreistholl e Bro-Oueloù ha Bro-Dreger, rak kalz a vrezhonegerien eus an takadoù-se a oa c'hoazh d'ar c'houlz-se e Sant-Brieg, deuet da labourat da Sant-Brieg e-tro ar bloavezhioù 50/60.