Hervé Gouédard : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14:
===Perak skrivañ ?===
Skrivañ, da gentañ, evit embreger e bluenn da skrivañ e brezhoneg, en doa savet troidigezhioù diwar an alamaneg evit ar gelaouenn [[Al Liamm]]. Da c'houde en deus kredet, tamm-ha-tamm, sevel e skridoù e-unan. Un dra iskis, hogen plijus eo skrivañ en ur yezh n'eo ket e yezh kentañ. Gwelet a ra se evel un dae, mui pe vui...
Bez' ez eus ul levr gantañ war ar stern : un danevell vuhez an hini e vo. Bez' e vo buhez al livour [[Paul Sérusier]]. Hennezh a zo bet disheñvel e blanedenn, e zibaboù hag e vuhez diouzh re al [[livour]]ien all eus ar memes prantad. An darn vrasañ eus al livourien-se n'o deus graet nemet tremen dre Vreizh. Sérusier avat a zo chomet en hor bro, graet en deus e annez e [[Kastell
Klask a ra ivez derc'hel da skrivañ danevelloù, met anzav a ra ne vez ket bepred kalz a startijenn gantañ. Lavarout a ra e vez gwall lezirek alies !... Koulskoude e c'heller lavarout ez eo deuet Hervé Gouédard da vezañ unan eus hon gwellañ skrivagnerien en amzer a-vremañ, daoust ma n'eo ket eus ar puilhañ e oberenn. E skridoù a vez labouret kalz, marteze emañ aze an digarez. Petra zo gwelloc'h, puilhentez pe vadelezh ?
|