Diforc'hioù etre adstummoù "Hervé Gouédard"

29 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
Bez' ez eus ul levr gantañ war ar stern : un danevell vuhez an hini e vo. Bez' e vo buhez al livour [[Paul Sérusier]]. Hennezh a zo bet disheñvel e blanedenn, e zibaboù hag e vuhez diouzh re al [[livour]]ien all eus ar memes prantad. An darn vrasañ eus al livourien-se n'o deus graet nemet tremen dre Vreizh. Sérusier avat a zo chomet en hor bro, graet en deus e annez e [[Kastell-Nevez-ar-Faou]], ha bevet eno tregont vloaz-pad. Klask a ray, en e levr, displegañ perak eo chomet e Breizh, petra en deus kavet eno, eñ, mab ur bourc'hiz eus Pariz, ne oa netra ouzh e donkañ da ren ar vuhez-se amañ. Un digarez e vo al levr-se da gomz eus luskadoù livouriezh dibenn an 19vet ha deroù an 20vet kantved, [[Skol Pont-Aven]], da skouer. Klask a ray kinnig al levr e-giz ur romant, aes ha plijus da lenn, met diazezet war fedoù gwir, evel m'en deus klasket ober evit Kergelenn.
 
Klask a ra ivez derc'hel da skrivañ danevelloù, met anzav a ra ne vez ket bepred kalz a startijenn gantañ. Lavarout a ra e vez gwall lezirek alies !... Koulskoude e c'heller lavarout ez eo deuet Hervé Gouédard da vezañ unan eus hon gwellañ skrivagnerien en amzer a-vremañ, daoust ma n'eo ket e oberenn eus ar puilhañ e oberenn. E skridoù a vez labouret kalz, marteze emañ aze an digarez. PetraAlies zoe gwelloc'h,vez diaes lakaat puilhentez peha madelezh da vont en-dro vadelezhasambles ?!
 
Roet eo bet dezhañ [[Priz Langleiz|Priz Xavier de Langlais]] e 2009 en abeg d'e levr danevelloù ''Liñvadenn Kastellaodren'', Embannadurioù Al Liamm.
1 097

modifications