Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 4:
[[Skeudenn:Jules Gros-Gi Prijant.jpg|thumb|right|300 px|Jules Gros er gêr]]
 
=====EYezh vugaleaje galon=====
E-touesk an nav eskopti breizhat ez eo Treger, hap mar, ar vro nemeti o vezañ bet savet kement a zastumerien, birvilh enne da virout ha da wareziñ o yezh. Gellout a reer e-mod-se soñjal en un toullad a rimadellerien hag a gonterien gozh evel Ian ar Gwenn (1774-1849) eus Priel pe c'hoazh Ian ar Minous (1827-1892) eus Pleuveur-Gaoter, o vezañ ar re vrudetañ. Bet disoñjet un tamm daoust d'e labour veur, e voe Guillaume Ricou (1778-1828) eus Tremael ur c'haner a-feson hag a droas fablennoù Esope ha Phèdre. E vab-bihan, Guillaume Le Coat (1845-1914) a droas kement-se ar Bibl en brezhoneg. Arabat eo ivez ankounac'haat Fañch an Uhel (1821-1895) eus Plouared ha Frañsez Vallée (1860-1949) eus Plounevez-Moedeg, daou zen desket-meurbet, bet gouestlet gante o buhez da sevenadur Breizh, en ur zifenn ha skediñ ar brezhoneg dre holl. D'o heul ec'h arruas Jul Marcel ar Gros, ur paotr yaouank, hag a vevo kozh, dedennet-kaer gant ar yezhoù kement ha mennet-mat da studiañ ha da dreuzkas yezh e vro.
Pa oa bihan Jules Gros c'hoazh, e voe kaset gant e dud da [[Tredraezh|Dredraezh]] da di e vamm-gozh Michela an Alan (1833-1921). Eno eo e vevas seizh bloavezh kentañ e vuhez. Eno eo, ivez, e teskas Jules Gros [[brezhoneg]] gant e vamm-gozh hag en ur selaou kanaouennoù pe gwerzioù ganti pe gant tud all e-kerzh nozvezhioù. Dastumet en deus en-dro da 80 000 bomm-lavar e Tredraezh gant e vamm-gozh ha gant annezidi all eus ar vro. Kroget e oa da zastum anezho e penn-kentañ an {{XXvet}} kantved. Pevar levr en deus skrivet war [[geriaoueg|c'heriaoueg]], [[yezhadur]] hag [[ereadurezh]] ar brezhoneg ha goude-se ez eus bet savet ur geriadur diwar al levrioù kentañ.
I - Yezh e galon.
 
Ganet eo Jul Marcel ar Gros e Pariz d'an 2 a viz C'Hwevrer 1890. Er gêrbenn eo, ez eo aet e dud da glask labour, evel darn vrasañ ar Vretoned. E dad, François, a laboure e-giz dreser eurieroù e-ti un horolajer. E vamm, Françoise Allain, a oa keginerez en un ostaleri e-pad ar goañv ha gwrierez evit un stal vras e-pad an hañv. O-daou beuzet gant o labour e voe start dezhe mirout gante ar poupig, hag a voe lezet dindan warez ar vamm-gozh, Michela an Allan (1833-1921), o chom en Tredrez, en Bro-Dreger. Ganti eo e voe desavet ar paotrig a Jul Gros betek e 7 vloaz.
Mamm Jul ar Groz a oa deuet en-dro eus Pariz evit en em staliañ e [[Plistin]] pa oa seizh vloaz hemañ. Labouret he deus en ostaleri "Bellevue" evel kannerez dilhad ha keginerez. E Plistin ez eas Jul d'ar skol ha graet e voe skol dezhañ gant an aotrou Basile. Diwezhatoc'h e timezas gant e verc'h.
Anavezet ha plijet e veze Michela er barroz a-bezh. Prest e oa-hi da reiñ un taol-sikour d'an neb a c'houle dalc'hmat, hag hi paour-du. Barrek e oa gant he dorn, en ur fardañ bara pe kement meuz all, kement ha gant he fenn, o kontañ istorioù pe o tibunañ gwerzioù ha kanouennoù ar vro e-kerzh ar beilhadegoù. Pedet e veze alies-mat evit ober war-dro euredoù, badeziantoù pe lidoù a bep seurt. Goude ar brezel bras e voe pedet peurliesañ evit lavarout ar pedennoù d'ar familhoù. En ur seveniñ ur pirc'hirinaj, ez ae d'ober tro ar vro da bediñ en holl lec'hioù sakr. Degas a rae en-dro ganti an dour burzhudus, goulennet gant an dud, da lakaat ar c'hañv e-pleustr. Bep gwener, pa veze-hi oc'h ober tro ar menajoù da sikour ma oa ezhomm, e veze roet dezhi gwech-ha-gwech all un tamm boued da vagañ he Jul bihan. Mont a rae ivez d'ar park da labourat evel ar baotred : dav e oa dezhi labourat start a-benn treuzvevañ, ha reiñ ur vuhez dous a-walc'h d'e vabig. Mod all, e-pad ar goañv, e neze ar gloan pe al lin da aozañ dilhad da vezañ gwerzhet goude. E-keit-se e tibune an eil war-lerc'h egile kanoù poblek, gwerzioù ha sonioù, ar re a veze eztaolet ganti e-pad ar beilhadegoù e-ti an amezeien. En he c'hichen e vane Jul dalc'hmat. Ne oa ket klemmganoù hir Markiz ar Guerrand, Yann ar paotrig mat, Santez-Jenovefa pe c'hoazh hini Roue Brest hag ar Briñsez he bronn aour evit echuiñ. Daoust ma veze alies Jul marv gant ar skuizhder e stourme evit selaou c'hoazh ur wech an tonioù hag an istorioù-se ken brav ma oant.
 
D'an oad a drizek vloaz e teskas lenn ha skrivañ brezhoneg o lenn "La Croix des Côtes-du-Nord", "[[Kroaz ar Vretoned]]", a oa renet neuze gant [[Frañsez Vallée]]. Broudet e voe gant person Tredraezh, [[Erwan Durant]], da zerc'hel da vont gant e studioù, ha setu ar pezh a reas e Pariz betek live ar breved. Da bemzek vloaz ez eas da labourat met derc'hel a reas da studiañ ar yezhoù keltiek gant an aotrou Kamenen hag ivez [[saozneg]] ha [[spagnoleg]].
 
Desket en deus evel-se trizek yezh e-pad e vuhez : Ar brezhoneg, ar [[galleg]], ar saozneg, ar spagnoleg, ar [[kembraeg|c'hembraeg]], an [[iwerzhoneg]], an [[alamaneg]], ar [[poloneg]], ar [[ruseg]], an [[arabeg]], an [[italianeg]], ar [[gresianeg|gresianeg nevez]] hag an [[esperanto]].
 
=====Beajiñ=====