Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 20:
Ober a reas anaoudegezh gant ur studier war ar medisinerezh, Pol Diverres, troet war studi ar brezhoneg gant an tregeriad Yves Berthou. Hemañ an hini eo hag a lakaas anezhañ da zizoloiñ ar Barzaz Breiz hag a gasas anezhañ war-zu ar vroadelouriezh breizhat hag ar larjezeriezh, en ur reiñ dezhañ da lenn levrioù Jean Le Fustec, al larjez Lemenig. Kejañ a reas ivez, e-touesk reoù all, gant Eugène Le Clerc, hag a roas tro dezhañ da lenn oberennoù breizhat all, evel Yezhadurezh rannyezh Landreger, bet skrivet gant e vreur Louis. Maget e voe da c'houde gant lennadennoù brezhonek all dre skouerennoù Kroaz ar Vretoned, a oa posupl dezhañ kavout e sez ar gevredigezh. Adskrivañ a reas, gant aked kanaouennoù brogarour, kembraek, skosek, iwerzhonek ha skrivañ a reas eñ e-unan un nebeut gwerzennoù en enor da v/Breizh. Gwech-ha-gwech all ez ae da brenañ ul levr pe zaou e stal-levrioù brezhonek Marcel Dault, hent ar Val de Grâce. Ar marc'hadour-levrioù brokus, plijet bras o welet un den yaouank ken dedennet gant ar sevenadur keltiek, a alias anezhañ da genderc'hel gant e hent en ur reiñ dezhañ ul levr bennak ur wech an amzer d'e vroudañ. Ar c'hoant da c'houzout muioc'h atav a lakaas Jul da vont da ruzañ e dreid war ar marc'hadoù levrioù kozh e-lec'h ma kavas oberennoù a-feson ha frouezhus evit e breder.
 
=====DistroMare d'ar vrobeajoù=====
D'ar mare-se eo e adkavas ur mignon kozh dezhañ, bet anavezet e Lokmikael-an-Traezh, anvet André Bouget, mekanikour kirri-tan, entanet gant ar yezhoù eveltañ. Bep sul ez aent da vale o-daou asambles en ur gaozeal brezhoneg ha saozneg, un doare evite da virout ur c'hempouez etre strivoù korfel ha speredel. Koulskoude, ne oant ket, nag unan nag egile, divoneerien daonet. Deskiñ a reas André e kinnige an embregerezh Unic, e Londrez, postoù-labour hag-eñ nijet kuit ken buan all en-tu all d'ar mor Breizh. Jul, o vezañ berr war an arc'hant, a reas kement-all met goude un maread amzer hir a-walc'h hepken. Goude bezañ bet esperniet trawalc'h a arc'hant e kejas gant e gomper en-dro e miz Gouere 1908. A-drugarez d'e skiant-prenet war ar yezhoù e kavas ul labour en embregerezh La Personne, hag, evel en Pariz, e talc'has da vont gant hent ar studioù evel e vignon André : goude e zevezh-labour e heulie kentelioù alamaneg ha kastilhaneg, met ivez kembraeg hag iwerzhoneg kaset da benn gant ar barzh Goronwy Owen ; deskiñ a reas ar stenografiezh hag ar c'hizellañ gant staen.
E 1945 e teuas en-dro da Dredraezh en e di hag a oa bet savet gantañ a-raok ar brezel. Goude ar brezel e labouras er fritur sardined a oa e Tredraezh. Ober a reas war-dro ar ginkailhiri a oa eno war-lerc'h fin ar peskerezh-se e 1947.
 
Aze eo e tarempredas gant ar c'hembread Ithel Morgan hag a zeuas buan-tre da vezañ ur mignon bras dezhañ. Gantañ eo e eskemmas e-pad pell e kembraeg. Ithel a zeskas ouzhpenn-se dezhañ, un toullad gerioù tzigan. Gant e c'hoant da peurglokaat e anaoudegezh war ar bed keltiek, e sevenas gant e gamalad André, ur veaj hep penn na revr betek Bro-Gembre. Sabatuet kement ha frommet e voe an dud o klevet an daou baotr yaouank o komz fraezh yezh o bro. E Bro-Saoz e oa c'hoazh pa resevas ul lizher a-berzh Eugène Le Clerc d'e gelaouiñ ec'h arruio e vreur, an abad Louis Le Clerc, da Londrez un nebeut devezhioù goude. Degemer a reas Jul ar visi-se da gejañ gant ur breizhad desket gant joa. En em adkavout a reas evel-henn e-kreizig kreiz un dousad brezhonegerien o koaniañ. An dezrevellad a zo bet embannet e-barzh Ma beaj e Londrez gant Louis Le Clerc a ziskouez mat pegen mennet e oa an tregeriad yaouank ha penaos en devoa-eñ lakaet an arvesterien dindan e gazel.
Chom a reas e Tredraezh war e leve-kozhni, hag e krogas neuze da sevel e levrioù. An hini kentañ a voe embannet e 1965 hag an trede diwar-benn [[ereadurezh]] ar yezh e 1974. Ar pevare levr a voe embannet e fin e vuhez gant sikour [[Daniel Giraudon]] rak deuet e oa da vezañ dall. Goude e varv e voe embannet e oberenn ''Teñzor'' e stumm ur geriadur galleg-brezhoneg gant [[Andrev ar Merser]] eus [[Emgleo Breiz]].
 
Ne oa ket daoust da-se an daou lampon evit chom en Londrez : e dibenn ar bloavezh 1909, ez eas kuit André da Vro-Alamagn hag e kavas ul labour e-giz mekanikour kirri-tan e Berlin. En ur sellet ouzh ar roll-niverennoù pellgomz e voe desachet e evezh gant anv ur skol troet war ar yezhoù, die Bihan Schule, hent Nollendorf. Deskiñ a reas e oa renet gant ur Breizhad genidik eus Moelan hag euredet d'un alamanez. Ar Bihan-se a oa da gentañ bet skolaer bugale ar Priñs Murat e Moskova ha neuze kazetenner evit Le Matin e Pariz ha rener Skol Berlitz. Marc'hata a reas André evit kavout ur post a gelenner war ar saozneg da Jul ha setu an daou vignon bras advodet. Padout a reas ar veaj e-penn all ar stêr Rhin ouzphenn daou vloaz. Amañ c'hoazh, ne voe ket kollet un eilenn gant Jul. Diouzh noz e kelenne ar galleg da deir poloniadez yaouank. Int-i a zesko dezhañ ar poloneg, un tu evitañ da binvidikaat e ouiziegezh yezhoniel kent kuitaat Bro-Alamagn e miz Gwengolo 1911. Rediet e voe dezhañ distreiñ da Vro-C'hall, galvet e oa bet d'ober e servij soudard. Kent doujañ ouzh e zever a geodedour sentus, e tivizas da vont d'ober un tamm tro etrezek Tredrez.
Marvet eo Jul Marsel ar Groz devezh Nedeleg 1992 en ospital [[Lannuon]] d'an oad a dri bloaz ha kant.
D'ar mare-se eo e krogas da notenniñ war garnedoù bihan ul lodenn eus sonioù ha gwerzioù kanet gant e vamm-gozh. D'ar c'hentañ a viz Here 1911 e voe enrollet ar soudard Jul e Belford e-giz troadeg ar 35vet rejimant. Soñj a zeue dezhañ eus e adjudant o c'haial : « Ne regardez pas par terre comme si vos parents étaient noyés. Regardez en haut des arbres comme s'ils étaient pendus. Voyez, moi simple labourateur, je suis devenu adjudant par ma bonne conduite, ma force de caractère et mon patriotisme». Eñvoret-mat ar gentel-se gantañ a-dra-sur, e voe lakaet da gorporal 6 miz goude.
 
Diouzh an noz e vire ouzh e gorf da lartaat betek re en ur strivañ gant an embregerezh-korf hag ouzh e benn da skañvaat en ul lenn aketus. Breton nemetañ e oa en ur rejimant o vodañ tud eus Reter ar vro hag Arverniz dreist-holl. Nebeut a c'halleg a veze distripet gant an darn vrasañ dioute, met kejañ a reas, evit e holl blijadur, gant ur soudard bet savet en Singapoura. Gantañ e voe neuze posupl da Jul kaozeal saozneg. Bet kaset d'an ospital un nebeudig amzer goude abalamour d'ar ruzell tapet gantañ, e reas-eñ anaoudegezh gant ur skolaer hag a zeskas dezhañ an esperanteg... A-drugarez d'ur c'hoñje e voe bet tro gantañ da gemer perzh er Gorsedd, d'ar 6 a viz Eost 1912, en Lokronan. Anvet larjez, e sebezas an holl dud o pignat war ur garreg sakr, ar gazeg vaen, evit dibunañ ur brezegennig en brezhoneg skoaz-ouzh-skoaz gant Yves Berthou.
Interet eo bet e-kichen e wreg, Eugénie Bazil, e bered Lokemo, nepell diouzh e vamm-gozh Michela an Alan.
 
====Ger-stur====