Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 11:
Anavezet ha plijet e veze Michela er barroz a-bezh. Prest e oa-hi da reiñ un taol-sikour d'an neb a c'houle dalc'hmat, hag hi paour-du. Barrek e oa gant he dorn, en ur fardañ bara pe kement meuz all, kement ha gant he fenn, o kontañ istorioù pe o tibunañ gwerzioù ha kanouennoù ar vro e-kerzh ar beilhadegoù. Pedet e veze alies-mat evit ober war-dro euredoù, badeziantoù pe lidoù a bep seurt. Goude ar brezel bras e voe pedet peurliesañ evit lavarout ar pedennoù d'ar familhoù. En ur seveniñ ur pirc'hirinaj, ez ae d'ober tro ar vro da bediñ en holl lec'hioù sakr. Degas a rae en-dro ganti an dour burzhudus, goulennet gant an dud, da lakaat ar c'hañv e-pleustr. Bep gwener, pa veze-hi oc'h ober tro ar menajoù da sikour ma oa ezhomm, e veze roet dezhi gwech-ha-gwech all un tamm boued da vagañ he Jul bihan. Mont a rae ivez d'ar park da labourat evel ar baotred : dav e oa dezhi labourat start a-benn treuzvevañ, ha reiñ ur vuhez dous a-walc'h d'e vabig. Mod all, e-pad ar goañv, e neze ar gloan pe al lin da aozañ dilhad da vezañ gwerzhet goude. E-keit-se e tibune an eil war-lerc'h egile kanoù poblek, gwerzioù ha sonioù, ar re a veze eztaolet ganti e-pad ar beilhadegoù e-ti an amezeien. En he c'hichen e vane Jul dalc'hmat. Ne oa ket klemmganoù hir Markiz ar Guerrand, Yann ar paotrig mat, Santez-Jenovefa pe c'hoazh hini Roue Brest hag ar Briñsez he bronn aour evit echuiñ. Daoust ma veze alies Jul marv gant ar skuizhder e stourme evit selaou c'hoazh ur wech an tonioù hag an istorioù-se ken brav ma oant.
 
Oadet a seizh bloaz hanter e tistroas Jul da Bariz. Menel a reas eno e-pad daou vloavezh nemetken kent dont en-dro da Vreizh gant e vamm. Siwazh en devoa ar paotr bihan kollet ul lodenn vat eus e vrezhoneg, dre ma n'en doadevoa ket bet tro da bleustriñ tamm ebet, gant e dud. Daoust ma talc'he da gompren ar gerioù e teue poan dezhañ da gaozeal. Erruet en Tredrez e chomas sac'het d'ur goulenn savet outañ gant e vamm-gozh. Ne oa ket hemañ evit kompren abalamour da betra e chome-hi mut gant ar souezh hag an dispi. A-benn ar fin e teuas a-benn ar vaouez kozh da lavarout he soñj kent dirollañ da c'harmat. Frommañ a reas kement-mañ ar Julig da vat. Ranngalonet, e tivizas-eñ gouestlañ e vuhez-pad da virout yezh e vro en enor d'e v/Michela. En em staliañ a rareas he mamm e Lokmikael-an-traezh e-lec'h m'he deus kavet ul labour a gouezierez hag a geginerez en ostaleri Bellevue. Er barroz nevez-se e heulheulie Jul kentelioù an Aotroù Basile (e verc'h hag a vo gwreg Jul) hag a gasogasas anezhañ betek ar sertifikad-studi, tremenet pa oa-eñ 11 vloaz, e 1901. D'ar mare-se e tiviztivizas e vamm da vont en-dro d'ar gêrbenn. N'eo ket evit-se e paouezpaouezas ar paotrig gant ar skol, menel a rayreas eno betek e drizek vloaz. Goude-se, e voe kaset da labourat er menajoù e-giz paotr-saout.
 
=====Dizoloadenn al Lizhiri breizhat=====