Jules Gros : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 47:
 
====Un dastumer na skuishaer ket ====
En em staliañ a reas an dud nevez e Versaillez (78). Kavout a reas kement-se Jul ul labour e-giz penn-kenwerzher an ti-livañ Kabiline. Bez' e voe o amezeien repuidi a-vro-Rusia. Ar gwaz, bet skolaer, a-du gant Kerinski, a zo kazetenner evit ''La Russie opprimée''. Dont a rae ar c'houplad da bakañ ur banne e-ti Jul ur wech ar sizhun. Gantañ eo e teskas an tregeriad ar rusianeg. Un tu dezhañ da ledanaat c'hoazh ouzhpenn e skiant-prenet war ar yezhoù! Bep hañvezh, e tistroe Jul d'e vro hag e kroge en-dro gant e zastumadennoù. Siwazh e oa marvet e vamm-gozh e 1921. Met ne oa ket an eien evit bezañ hesk kement-se, a-drugarez da labourerien douar Tredrez ha da besketaerien Lokemo.
 
Desachet e voe e evezh gant an troioù-lavar diarneuz dreist-holl, implijet a-galz gante en o c'haozadennoù. Ar re o welet anezhañ o skrivañ buan-ha-buan ar pezh a gleve war e garnedig a lavare : «Jul amañ, a zo 'vont da gas toud kaozioù Tredrez da Bariz!». Kement-se a lakae anezhañ da c'hoarzhin druz, ha diouzh noz e adskrive hag e renke an holl droiennoù bet tapet a-gleiz hag a-zehoù war an deiz.
En tu-hont da-se e teuas ar soñj dezhañ, goude ar pezh en devoa bevet e-barzh trañcheoù Verdun, da bignat er hierarkiezh milourel. E 1919, e heul Jul ar c'hentelioù jubennaouiñ milourel hag anvet bloaz goude da letanant-jubennour an adarme. Pa darzhas an Eil Brezel Bed ez eo kaset d'ar ''Mission française'' evit an Arme saoz. En em gavout a reas neuze war an harzoù belgian e-pad foeltradenn ar c'hallaoued e Sedan. Ranket gantañ da gilañ etrezek Dunkerque, skarzhet e voe gant ar Saozon hag adkaset da Vro-C'hall da c'houde, ha dizengalvet d'ar 16 a viz Eost 1940. Kent adkemer e bost er C'habiline e tistroas da welet e wreg e Lokemo, en ti bet savet gante un nebeudig amzer a-raok ar brezel, a-us ar porzhig-pesketa. E 1945, enlouc'het gant eñvor an daou vrezel, e teuas en-dro da Vreizh e-lec'h ma oa e vamm a-baouez mervel, oadet a 80 bloaz. En ur c'hortoz gwenneien e leve e veve-eñ diwar-goust e arc'hant-godell esperniet gwechall, produoù e liorzh, e yer hag e c'hivri. D'ar mare-se, e rae berzh ar pesk-sardin c'hoazh war-aodoù Bro-Dreger hag e kinnigas Aotroù-maer Lokemo dezhañ, Joseph Calvez e anv, da labourat evit kevelouri ar besketaerien. Pa ne voe ket eus ar sardined ken er vro, e 1947, e viras evelkent Jul e labour. E-karg e voe goude-se eus ar c'hinkailherezh-mor. Oadet a 65 bloaz, deuet mare al leve, e ouestlas e amzer da stummañ an danvez bet dastumet gantañ e vuhez-pad. Heñchet e voe en ul lenn da skouer oberennoù evel ''Vie des morts'' bet skrivet gant Armestetter hag ar ''Grammaire rhétorique'' gant Claude Ogé. Ur gelaouenn gembraek, profet gant e vignon Ithel Morgan, a hentas ivez e labour. An holl zielloù-se o devoa abaoe pell amzer 'zo dija roet ar c'hoant dezhañ da seveniñ ur raktres damheñvel evit ar brezhoneg a-ratozh evit ar remziadoù yaouank, a-benn mirout bev yezh e hendadoù. Setu penaos e tiwanas levrenn gentañ ''Trésor du breton parlé'', bet embannet e 1965, e-ti ''Emgleo Breiz''.
 
====Ouzhpenn 80 000 tro-lavar poblek ====