Chaoser : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ko:제방
D Robot ouzhpennet: th:คันดินธรรมชาติ; Kemm dister
Linenn 2:
Implijet e vez ar ger dre skeudenn ivez evit anadennoù naturel : [[Chaoser Enez Sun]], [[Chaoser ar Ramzed]].
 
== Tremen a-dreuz lec’hioù gleb ==
[[Skeudenn:Hindenburgdamm.jpg|thumb|250px|An ''[[Hindenburgdamm]]'', ur chaoser a ere enez [[Sylt]] ouzh an douar-bras, a-dreuz [[Mor Wadden]], en hanternoz [[Alamagn]]]]
Sevel a reer ur [[savenn]] douar gant [[maen|mein]] e-barzh peurvuiañ evit krouiñ un [[hent]] da dreuziñ ur [[stêr]], ur [[geun]], ul [[lagenn]], pe da liammañ un [[enez]]enn ouzh an douar-bras. Gwechall e veze fardet an hentoù war an douar e-unan ha ne veze savet chaoserioù nemet el lec'hioù gleb pe a-dreuz un draoñienn. Hiziv e saver chaoserioù war hirderioù bras evit chom hep lakaat live an hent da gemm etre [[menez]]ioù bihan re alies.<br />
Evit ar memes abeg e vez graet an [[hent-houarn|hentoù-houarn]] war chaoserioù alies a-walc'h.<br />
Ar [[stankell]]où savet a-dreuz ar stêrioù evit tremen dreisto pe evit implij nerzh an dour (er [[milin]]où hag en uzinoù tredan) a vez graet dre sevel ur savenn douar pe [[maen|vein]] pe [[betoñs|vetoñs]].
 
== Herzel ouzh an dour ==
Chaoserioù evit diwall diouzh nerzh gwagennoù ar mor.<br />
A-gozh e vez savet chaoserioù evit gwareziñ ar [[porzh (evit listri)|porzhioù-mor]] diouzh nerzh [[gwagenn]]où ar mor pa vez fall an amzer. Goudoret gant un chaoser pe ziv, an dourioù a chom peoc'h el lenn-borzh ha n’a ket ar bigi pe al listri da skeiñ ouzh kerreg an aod.
 
[[Skeudenn:GretnaLevee.jpg|thumb|250px|right|Gant ar chaoser eo gwarezet tiez Gretna e [[Louiziana]] diouzh dourioù ar stêr [[Mississippi]].]]
 
Chaoserioù evit diwall diouzh liñvadegoù ar stêrioù pe ar mor.<br />
Evit mirout ouzh ar stêrioù a veuziñ o zraoñiennoù gant o dourioù da vare ar glaveier, pe ouzh ar mor a veuziñ an aodoù izel, e saver chaoserioù a-hed an dour a-hed kantadoù a gilometroù a-wechoù. Chaoserioù hir-kenañ ha graet e douar hag e mein a zo bet savet a-hed ar [[Roen]], ar [[Ron]], an [[Danav]], al [[Liger]], ar [[Mississipi]] ha meur a stêr vras e [[Sina]].
Brudet eo chaoserioù an [[Izelvroioù]] ivez, evel an [[Afsluitdijk]] a serr an [[IJsselmeer]].
Linenn 51:
[[sq:Diga]]
[[sv:Vall (anläggning)]]
[[th:คันดินธรรมชาติ]]
[[vec:Àrzere]]
[[vi:Đê]]