Emglev ar skrivagnerien : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
Er bloaz [[1907]] e voe graet div vodadenn e [[Sant-Brieg]] gant skrivagnerien a genlaboure d'an div gelaouenn [[Feiz ha Breiz]] ha [[Kroaz ar Vretoned]]. Fellout a rae dezho lakaat urzh en doare-skrivañ.
O menozmennozh a voe displeget ganto evel-hen :
 
'''1) Pal da dizhout :''' Unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz.
 
'''2) Doareoù :''' E-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.
 
Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e [[doare-skrivañ Ar Gonideg]]. E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ Ar Gonideg nemet war un nebeud poentoù :
1) resisaat implij gw ;
2) lakaat y e-lec'h i e derou gerioù 'zo (yac'h, yen, hag all) ;
3} adimplij gn ;
4) Implij (i)lh ;
46 039

edits