Sistr : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: nah:Manzanaoctli
D liammoù ouzhpennet
Linenn 4:
Ar '''sistr''' (pe ''chistr'') a zo un [[died alkoolek]] fardet gant [[chug]] [[aval]]où goet. [[Aval]]où dibabet ha gounezet a-ratozh a vez gwalc'het ha gwasket en ur [[gwaskell|waskell]] evit lakaat ar chug da vont er-maez. Lakaet e vez ar chug da c'h[[go|oiñ]] e-pad sizhunvezhioù e [[tonell]]où graet gant koad [[derv]]. Ret eo ouzhpennañ ar go pe naturel pe get.
 
Uheloc'h eo an [[derez alkool]] eget hini ar [[bier]], met gant 5 derez, n'eo ket ken kreñv hag ar [[gwin]]. Melen pe melen aour eo al [[liv]] peurvuiañ. Ne c'heller ket ober sistr hengounel mat gant an avaloù gounezet evit an debriñ (an "[[avaloù kontell]]") pa n'o deus [[tanin]] a-walc'h ganto. Implijet e vez unan, div pe daouteir [[variezongouenn]] kozh pe nevesoc'h hag ez eus miliadoù anezho. Ar parkoù ma c'hounezer [[gwez-aval]] a zo avalennegoù[[avalenneg]]où.
 
Produet e vez ar sistr e broioù ma vez mat an [[hin]] evit [[gounezerezh|gounit]] avaloù, e Gwalarn Europa, e Norzh [[Spagn]] hag hanternoz [[Norzhamerika]] ([[Kanada]] ha [[Biz (roud-avel)|Biz]] [[Stadoù-Unanet]]). Evet e vez kementadoù bras eus an died-se e Su [[Breizh-Veur]], e Kanada hag e Stadoù-Unanet hag e [[Spagn]]. Produet e vez e-leizh e [[Breizh]], [[Normandi]], [[Iwerzhon]], Su [[Belgia]] ha [[tolead]] [[Frankfurt]]. Gant ar broduerien saoz, belgiat hag alaman e vez graet kalz a sistr dous fardet diwar avaloù kontell ha setu perak eo bet aotreet gant an dekred embannet e 29 a viz Gouere 1987 ouzhpennañ chugoù aval dizourennet.