Katoligiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Kristeniezh}}
 
Ar '''Gatoligiezh''', pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar [[kristeniezh | Gristeniezh]] roet da welet gant an Iliz katolik ha savadurioù anezhi. He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war [[Testamant Kozh | An Testamant Kozh]] hag [[Testamant Nevez | An Testamant Nevez]]. O vezañ ma 'z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh [[Jezuz-Krist]]. Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec'h izili e bezañs Jezuz-Krist e Sakramant an Aoter. Diwar kelennadurezh [[Tadoù an Iliz]] hag ar senedoù-Iliz evel hini Trento (1545-1563), hini Vatikan I (1870) pe hini Vatikan II (1962-1965) e vez sturiet an Iliz-se. Evit ar Gatoliked, ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelet anezho.
 
Perzh pouezusañ an Iliz Katolik a vez anaoudegezh vat graet da aotrouniezh ar Pab, an aotroù 'n Eskob a Rom, warlerc'hiad Sant Per. Bodet e vez er Gatoligiezh Iliz Katolik ar C'hornog hervez al liderezh latin hag ilizoù katolik ar Reter.
Linenn 7:
Diouzh ar sifroù roet gant Rom hag embannet bep bloaz er ''Britannica Book of the Year'', bez e vefe 1 131 milion a dud badezet en Iliz katolik. En o mesk, ouzhpenn 600 milion a dud en Amerika ha 275 milion en Europa. Er re-se ziwezhañ e vez kontet an 10 milion bennak a dud a zo katolik hervez liderezh ar Reter.
 
Da gentañ ne oa kaoz nemet eus [[kristeniezh]], met adalek marevezh ar [[brotestantiezh]], er XVIvet kantved e komzer eus katoliked, ha n'eo ket eus [[kristen]]ienkristenien hepken.
 
Dont a ra ar ger eus ar ger gregach καθολικός / katholikós , a dalvez hollek, hollvedel.