Katoligiezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
{{Kristeniezh}}
 
Ar '''Gatoligiezh''', pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar [[kristeniezh | Gristeniezh]] roet da welet gant an [[Iliz Katolik Roman | Iliz katolik]] ha savadurioù anezhi. He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war [[Testamant Kozh | An Testamant Kozh]] hag [[Testamant Nevez | An Testamant Nevez]]. O vezañ ma 'z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh [[Jezuz-Krist]]. Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec'h izili e bezañs Jezuz-Krist e Sakramant an Aoter. Diwar kelennadurezh [[Tadoù an Iliz]] hag ar [[Ar Senedoù-Iliz | senedoù-Iliz]] evel hini Trento (1545-1563), hini Vatikan I (1870) pe hini Vatikan II (1962-1965) e vez sturiet an Iliz-se. Evit ar Gatoliked, ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelañ anezho.
 
Perzh pouezusañ an Iliz Katolik a vez anaoudegezh vat graet da aotrouniezh ar Pab, an aotrou 'n Eskob a Rom, warlerc'hiad Sant Per. Bodet e vez er Gatoligiezh Iliz Katolik ar C'hornog hervez al liderezh latin hag ilizoù katolik ar Reter.