Lorenzo il Vecchio : diforc'h etre ar stummoù

883 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
'''Lorenzo il Vecchio''', pe '''Laorañs an Henañ''', pe '''Lorenzo di Giovanni di Bicci''' ([[Firenze]] 1395-14641440 Firenze) a oa un arc'hantour italian eus an [[Tiegezh Medici]] e Firenze er XVvet kantved, anezhañ ur breur yaouankoc'h da [[Cosimo il Vecchio]], penn ar skourr ''popolano'', a zeuio [[Cosimo Iañ]] anezhañ pa vo echu gant ar skourr kentañ.
 
==E vuhez==
Mab e oa da [[Giovanni di Bicci de' Medici]] ha da b[[Piccarda Bueri]] , ha kelennet e voe gant [[Carlo Marsuppini]], [[kanseller]] [[Republik Firenze]].
 
E 1416 e timezas da Ginevra di Giovanni di Amerigo Cavalcanti, ha daou vab o doe:
*Francesco, a varvas divugel,
*[[Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici]], tad d'ar skourr '' popolano'' eus an [[Tiegezh Medici]].
Ginevra Cavalcanti a oa moereb da wreg [[Giovanni Arnolfini]].
 
Lorenzo a eas da-heul e vreur Cosimo pan eas da [[Ferrara]], [[Verona]] ha [[Vicenza]]. E 1433 e klaskas sevel un arme da zieubiñ Cosimo pa voe harzet ha tamallet dezhañ bezañ [[tirant]]. Diwezhatoc'h ez eas d'e gaout da [[Venezia]] hag e tistroas gantañ da Firenze war an ton bras goude distaolet an tamalloù graet da g-Cosimo.
<!--
War-dro an arc'hant dreist-holl e reas Lorenzo met kargoù all en doe e Republik Firenze ha kaset e voe da gannad d'ar pab [[Eugene IV]] ha da [[Republik Venezia]]. E 1435 ez eas da chom da Roma da evezhiañ aferioù ar Bank Medici e lez ar pab.
 
Mervel a eure e 1440 er [[Medici Villa of Careggi|Villa of Careggi]] ha beziet e voe en penniliz [[San Lorenzo Firenze]].
 
 
[[Rummad:Tiegezh Medici]]
192 992

edits