Impalaeriezh ar C'hornôg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: ga:Impireacht na gCairlínseach kemmet: id:Kekaisaran Carolingia
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
Karl Veur a renas ergerzhadennoù-brezel hag e redias ar Vrezhoned paeañ un [[truaj]] ha anavezout e galloud. E [[799]] e c'hounezas Karl Veur Breizh a-bezh, goude meur striv graet en aner gant [[Pepin ar Berr]], tad Karl Veur, e [[753]], gant [[Rolant]], [[Marzoù Breizh|markiz Breizh]], [[niz]] d'am impalaer ha gant ar [[senesal]] Aodoulf e [[786]]. Koulskoude e tistroas al lu frank e [[811]] hag e preizhatas betek [[iliz]]où ha [[manati]]où [[Sant-Maloù]]. Pa varvas an impalaer e [[814]], an [[tiern]] [[Morvan]] a glaskas nac'hañ beli [[Loeiz an Deol]] diwar abeg ma oa deuet e [[Arvorig]] ar Vrezhoned a-araok ar Franked. Lavaret a reas da [[Witkar]], kannad an impalaer nevez : "''Kerzh da-gichen da vestr en-dro hag adlavar ma c'homzoù dezhañ : N'on ket annezad e diriad. Ra vo e veli war ar [[Franked]] hag hini Morvan war ar Vrezhoned. Ma ren ar Franked ar [[brezel]] war hon enep, ni a raio evel-se en-dro. [[Divrec'h]] a zo evit o implij da bep ac'hanomp ha ma 'z eus [[skoed]]où gwenn ganto ez eus skoedoù du ganeomp''". Diouzhtu e kasas ul [[lu]] an impalaer, met trec'het e oe gant Morvan. Ul lu brasoc'h a gasas Loeiz ha trec'het ha lazhet e voe Morvan en emgann e [[818]].
 
Kouviet e voe [[Matmonok]], [[abad]] [[Abati Sant-WenoleGwenole Landevenneg]], gant an impalaer, da zont da b-[[Prizieg]], ha goulennet e voe outañ dilezel reolennoù keltiek ar venec'h da gemer ar re savet gant [[Benead Norcia]].<br/>
 
==Roll Impalaered ar C'hornôg==