Impalaeriezh ar C'hornôg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
E dibenn an {{VIIIvet kantved}} e savas [[Karl Veur]], ur roue frank gouest da ledanaat tachenn e veli betek Saksonia ([[Reter]] [[Alamagn]] hiziv), Norzh Italia ha Galia a-bezh. Klask a reas ober [[brezel]] d'an [[Arabed]] staliet e [[Norzh]] [[Spagn]] hag e krouas ar ''Gotalonia'' (bro ar [[Goted|C'hoted]]), da lavaret eo [[Katalonia]] a-hiziv. Steuziañ a rae Galia evit mont da vezañ ''Frankia'', bro ar Franked. Kavout a reas d'ar [[pab]], [[Leon III]], e vije gwelloc'h adsevel un impalaeriezh frank ha [[kristeniezh|kristen]] er broioù renet gant Karl Veur. Diforc'hioù bras ez eus bet etre an [[impalaeriezh roman]] hag hini ar [[Karled|Garled]]. Ne chome mui [[meizad]] an [[imperium]] a rene hini ar Romaned, rak lavarout a rae Karl e oa bet kurunennet gant Doue. Kurunennet e oa bet e [[Roma]] gant ar pab da [[Nedeleg]] er [[bloaz]] [[800]].
 
Goude ar gurunidigezh e klaskas Karl Veur aozañ gwelloc'h an impalaeriezh hag e fizias en e vibien ober ar brezel evit he difenn. Staliañ a reas sez e veli en e balez bras savet e kêr [[Aac'henAachen]] (Norzh [[Alamagn]]). Lodennet e voe beli an impalaer ha [[Pepin (roue Italia)|Pepin]] a voe anvet roue Italia, [[Loeiz an Deol|Loeiz]], roue [[Akwitania]] ha Karl, roue [[Germania]]. Liammoù a savas gant [[impalaeriezh roman ar Reter]] hag e voe kaoz eus unaniñ an div riez, met an impalaerez [[Irena (impalaerez)|Irena]] a gollas he galloud e [[802]]. Kurunennet evel impalaer e [[813]] a-raok ma tremenas e dad e [[815]], ne c'hellas ket [[Loeiz an Deol]] treuzkas an impalaeriezh da unan eus e vibien. Ar re-se a reas brezel etrezo hag a-enep d'o zad. Hemañ a zibabas e vab yaouankañ, [[Charlez ar Moal]] evit bezañ an danvez-impalaer, met pa voe lodennet an impalaeriezh e [[843]] ([[Emglevfeur-emglev Verdun]]) ez eas an titl hag an titl nemetken gant Loeiz. Ur c'houn eus ar fed-se a vo miret pa vo krouet e [[962]] an [[impalaeriezhImpalaeriezh santel roman ha german]] gant [[Otto II (impalaer)|Otto II]].
 
==[[Breizh]] hag impalaeriezh ar Garolingidi==