Peurunvan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
 
==Sioù==
N'eo ket disi an doare-skrivañ-mañ evel n'eo ket disi ar re all, nag e yezh ebet. Gant e enebourien ne vez gwelet nemet ar sioù, gant ar re a ra gantañ, ar re niverusañ a -bell, ne vez ket gwelet ar sioù atav, ken boas int, evel en holl yezhoù.
 
==Istor==
Koulskoude ez eus bet tabut e-pad pell e Breizh diwar-benn an doare-skrivañ ha dreist-holl enebiezh ouzh ar peurunvan.
*Unan eus an arguzennoù e oa (hag e vez c'hoazh gant tud zo) an istor: ur skritur "nazi"awenet gant renad an Alamaned er vro e vije bet.
*Un arguzenn all eo an distagadur: lakaat a raferaje an dud da zistagañ fall.
 
==An enebourien==
Da veur a hini e seblant rendael an doareoù-skrivañ eus un amzer all pa n'eo ket peogwir e skriver e peurunvan ez eur "a-du gant an Nazied", evel ma veze lavaret, pa voe adkroget da skrivañ e peurunvan e [[1945]] gant [[Youenn Olier]]. [[Andreo ar Merser]], [[ArmansArmañs Keravel]] pe c'hoazh [[Visant Seite]], daoust m'o doa asantet d'ar peurunvan e [[1941]] o doa e zilezet e [[1945]], hag aet a-du gant ar Skolveurieg e [[1954]].
 
Gwir eo e oa anv ivez da gelenn brezhoneg er skol hag e c'houlenne yezhourien alaman evel Leo Weisgerber e vije unvanet an doare-skrivañ evit Breizh a-bezh.
Linenn 25:
Abalamour d'ar skrivagnerien wenedek eo en doa asantet [[Roparz Hemon]] d'ar peurunvan a-benn ar fin. O vezañ ma'z eo ar rannyezh-se diforc'h-mat diouzh an teir all ez eus bet termenet betek pegeit e vez degemeret [[stummoù gwenedek-rik er yezh lennek]].
 
Sevel a reas Akademiezh Roazhon a-enep ar peurunvan e 1942, ha berzet e voe adalek diwezh 1942, diviz kadarnaet meur a wech e 1943 ha 1944 <ref>Iwan Wmffre, ''Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany'', Peter Lang, 2007, p. 159-160.</ref>, war a seblant war atiz ar chaloni [[François Falc'hun|Falc'hun]] hag [[Armand Keravel]] <ref>Iwan Wmffre, ''Breton Orthographies and Dialects: The Twentieth-Century Orthography War in Brittany'', Peter Lang, 2007, p. 160-161.</ref>.
 
==Peurunvan ofisiel==
Linenn 33 ⟶ 35:
*N'eo ket ken rust an enebiezh ouzh ar peurunvan ha ma oa en XXvet kantved, war-bouez skridoù [[Françoise Morvan]]. Koulskoude he deus embannet skridoù peurunvan e-barzh [[Anciennes complaintes de Bretagne]] e 2010.
*Enebiezh [[Jean Le Dû]], bet kelenner brezhoneg e [[skol-veur Brest]] : http://languebretonne.canalblog.com/archives/2010/09/11/19035668.html.
 
==Notennoù ha daveennoù==
<references/>