C'hoarezed Goadeg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Ar C'hoarezed Goadeg''' (pe '''Gwadeg''') a oa teir c'hoar eus ar [[Poc'hêr]] hag a gane e brezhoneg er festoù-noz dreist-holl. O anvioù a oa: Maryvonne ([[1900]]-[[1983]]), Anasthasie ([[1913 ?]]- † [[1998]]) hag Eugénie ([[1909]] - † [[18 Genver|18 a viz Genver]] [[2003]]). Kanerezed a hengoun a oa anezhe, ha deuet e oant da vout brudet-bras da vare ''revival'' sonerezh Breizh er bloavezhioù [[1960]]-[[1970]]. Poulzet e oant bet gant [[Alan Stivell]], da gentañ penn.
 
Er penn kentañ e kanent [[sonioù a-boz]] ha [[gwerz]]ioù. Goude o doa en em lakaet da ganañ da lakaat an dud da zañsal ivez, o kinnig o sonerezh o-unan (e teir mouezh) hervez doareoù ar [[kan-ha-diskan|c’han-ha-diskan]].