Strollad Broadel Skos : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: el:Σκωτικό Εθνικό Κόμμα
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Krouet e voe ar Scottish National Party e [[1934]] dre unvaniezh an [[National Party of Scotland]] hag ar [[Scottish Party]]. E sez kentañ a c'hounezas e 1945 met nac'hañ a reas [[Robert McIntyre]] mont d'ar parlamant breizhveuriat ha koll a reas e sez tri miz diwezhatoc'h.Ur sez nevez a c'hounezas e 1967 pa voe dilennet [[Winnie Ewing]] da gannadez e pastell-vro Hamilton. D'ur strollad pouezus e lakaas an dra-se ar SNP hag abeg aozadur ar [[Kilbrandon Commission|C'hilbrandon Commission]] e voe. E gont gwellañ a c'hounezas e 1974 pa zegemeras war-dro 30 % eus ar mouezhioù. 11 kannad en doa bet neuze e parlamant Westminster.
 
Goude aozadur ar [[Parlamant Skosat]] e [[1999]] e oa aet ar SNP d'ar strollad-eneberezh pennañ e [[bro-Skos]]. Emañ bremañ o ren ar vro, abaoe 2007, pa oa aet ar maout gantañ er votadeg evit [[Parlamant Skos]]. E 2011 eo bet kreñvaet c'hoazh, p'en deus tapet 69 sez diwar 129 e Parlamant Skos.