Sofia Magdalena Danmark : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
==Reuz==
E 1778 e c'hoarvezas reuz bras e lez Sveden. <br />
Degouezhout a reas daou vreur ar roue, [[Charlez XIII|Karl ]] (1748-1818), ha [[Frederig Adolf]] (1750-1803), e ti o mamm, [[Lovisa Ulrika]], rouanez [[trederannerez]], hag int da embann e oa pep a [[serc'heg]] gant an darn vrasañ eus ar maouezed, nemet gant o mamm evel-just. Ha hi da eilgeriañ ne oa ket kont evel-se gant he [[merc'h-kaer]], ar rouanez Sofia Magdalena, avat. Neuze e tirollas an daou vreur da c'hoarzhin. Ar c'hont [[Adolf Fredrik Munck]], emezo, a veze oc'h ober al lez d'o [[c'hoar-gaer]]. <br />
===Droug er vamm-gaer===
Droug bras a oa e mamm-gaer ar rouanez, ha hi da c'houlenn prouennoù. Pa c'hanas ar rouanez yaouank ur mab e 1778 e krede start tud al lez e oa ar c'hont Munck eo a oa an tad. Neuze e savas tabut etre Lovisa Ulrika hag he mab roue, ha hi da damall dezhañ leuskel he fried d'ober pezh a gare. Hag eñ gourdrouz harluañ e vamm da Pomerania (Pomerania svedat). <br />