Diforc'hioù etre adstummoù "Frañsez Laorañs"

205 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
+ resisadennoù
(Kempennig)
(+ resisadennoù)
'''Frañsez-Mari Laorañs''' ([[30 Genver|30 a viz Genver]] [[1885]] e[[Melioneg]], [[[Breizh]] - [[14 Here|14 a viz Here]] [[1914]] e [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souain]], departamant [[Marne (departamant)|Marne]], [[Bro-C'hall]]), a oa ur c'houer eus [[Melioneg]] ([[Breizh]]). E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souain]] e departamant [[Marne (departamant)|Marne]] ([[Bro-C'hall]]), e voe gloazet '''Frañsez-Mari Laorañs''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Soudard e oa Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar [[14 Here|14 a viz Here]] [[1914]].
 
Ar [[Stad c'hall|Bro-C'hall] a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[3 Kerzu|3 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 Eost|5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.
62 862

modifications