Diforc'hioù etre adstummoù "Frañsez Laorañs"

9 a viz Kerzu, hervez al lu gall
(Difaz.)
(9 a viz Kerzu, hervez al lu gall)
'''Frañsez-Mari Laorañs''' ([[30 Genver|30 a viz Genver]] [[1885]] e [[Melioneg]], [[Breizh]] - [[14 Here|14 a viz Here]] [[1914]] e [[Châlons-en-Champagne|Châlons-sur-Marne]], departamant [[Marne (departamant)|Marne]], [[Bro-C'hall]]), a oa ur c'houer eus [[Melioneg]] ([[Breizh]]). E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain-Perthes-lès-Hurlus|Souain]] e departamant [[Marne (departamant)|Marne]] ([[Bro-C'hall]]), e voe gloazet '''Frañsez-Mari Laorañs''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Soudard e oa Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar [[14 Here|14 a viz Here]] [[1914]].
 
Ar [[Bro-C'hall|Stad c'hall]] a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[39 Kerzu|39 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 Eost|5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis.
 
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv '''Frañsez Laorañs''' en o zouez.
62 862

modifications