Konomor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 2:
 
==E anv==
Tostaat a c'haller e anv eusouzh an anv kembraek [[Cynmawr]], pe [[Cynfawr]] (a-wechoù Cynfor).
*Hervez tud zo e vije ret kompren ''Konmeur, ki meur'', evel e-barzh [[Konan]]. Met un displegadur all zo.
*Hervez Fleuriot en e c'heriadur brezhoneg-kozh, e talvezfe ar ger cun- kement ha penn, penn ar menez hag ivez penn ar vro. Da lavarout eo, e talvez Konomor kement hag ar penn meur, ar pezh a seblant poellekoc'h eget un anv savet en-dro d'ar ger ki. Kalz a anvioù a vez kavet e-lec'h m'emañ ar ger kon- pe kun- enno, evel [[Konan]] da skouer hag a dalvezfe kement ha penn (bro, arme) bihan. Da geñveriañ ivez gant an anvioù [[Kongar]], e-lec'h ma kaver ar ger [[kar]] pe vignon, ha, [[Konogan]] gant daou dibenn-ger o deus ur ster bihanaat.
Krediñ a reer e c'hall bezañ ul lesanv roet d'ar [[roue Marc'h]], roue en div [[Domnonea]].
 
Kavet e vez an anv Konveur e-barzh an anv parrez [[Plougonveur]], met da brouiñ eo ez eus d'ober amañ gant anv ar roue Konveur-Konomor. Moarvat ez eus bet meur a zen o tougen an anv pe al lesanv-se, a-walctrewalc'h e oa moarvat bezañ a lignez roueel evit se.
 
==Testenioù==