Hent Sant-Jakez (galaksienn) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: bn:আকাশগঙ্গা
+
Linenn 1:
'''Hent-Santsant-Jakez''' eo anv ar [[galaksienn|c'halaksienn]] m'emañ [[koskoriad an Heol]] (hag an [[Douar (planedenn)|Douar]]). Gallout a reer gwelet ul lodenn anezhi pa ne vez ket goloet an oabl ha pa vez bihan ar gouleier, en [[trovan]]où peurgetket, dindan stumm ur vandenn sklaeroc'h en oabl diouzh an noz. Abalamour m'emaomp enni, war he lez da vezañ resisoc'h ez eo diaes goût petore stumm he deus d'ar just. Gouzout a reer avat ez eo heñvel a-walc'h ouzh galaksienn Andromeda. Ur c'halaksienn droellennek eo eta, met diaes eo goût hag eñ ez eo ur c'halaksienn droellennek ordinal pe ur c'halaksienn droellennek sparlet, rak bout a ra en he c'hreiz ur varrenn vihan dizoloet e [[1991]]. Diaes eo ivez gouzout peseurt troellenn eo (a, b pe c hervez derez digoradur ar brec'hioù) peogwir ne c'haller ket gwelet hor galaksienn diouzh an diavaez. Arguzennoù disheñvel a bouez evit brec'hioù kentoc'h serret (b) pe kentoc'h digor (c). Termenet eo eta evel ur c'halaksienn eus ar seurt S(B)bc.
 
Stumm ur bladenn he deus dre vras, dezhi 25 000 [[parsek]] treuzkiz gant ur voull er c'hreiz, kelc'hiet e-unan gant ur rodenn [[sferenn|sferek]] 30 kiloparsek treuzkiz, rouesoc'h ar stered enni. War-dro 140 miliard a stered zo enni, an heol en o mesk. He zolz a vefe meur a kantad miliard a dolzioù Heol.
 
Ne veze roet an anv « Hent-Sant-Jakez » nemet d'al lodenn eus hor galaksienn a c'haller gwelet gant an daoulagad da gentañ,ar vandenn arwenn-se a weler en oabl diouzh an noz hag zo treset gant pladenn ar c'halaksienn, met implijet e vez bremañ da envel holl hor galaksienn.
 
[[File:Milkyway pan1.jpg|thumb|center|upright=3|Hent-sant-Jakez.]]
 
== Lennadurezh ==
 
* ''Koskoriad an Heol'', Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9.
 
{{commons|Category:Milky Way Galaxy}}
 
[[rummad:steredoniezh]]