Feur-emglev Versailhez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
astenn
Kadbzh (kaozeal | degasadennoù)
+ Resisadennig
Linenn 23:
Hungaria a oa ur vro nevez-c'hanet diwar Aostria-Hungaria ivez. Daoust dezhi bezañ bet ur vro c'halloudus meur a gantved a-raok e oa bet unanet gant Aostria, da sevel un impalaeriezh vras. Er vro-se e voe bodet kalz hungaregerien, en-dro da gêr [[Budapest]]. Krouet e voe ur stad nevez diwar tammoù all eus an impalaeriezh, [[Tchkoslovakia]], a oa da vezañ bro an Tcheked hag ar Slovaked. Ouzhpenn an Tcheked hag ar Slovaked e oa alamanegerien ivez war harzoù ar c'hornôg, koulz ha hungaregerien e kreisteiz Slovakia.
 
Er c'hreisteiz d'an impalaeriezh e voe savet ur stad nevez all, diwar [[Bosnia]], [[Slovenia]], [[Kroatia]] (a oa tammoù eus Aostria-Hungaria), [[Republik Makedonia|Makedonia]] (a oa ul lodenn eus [[Bulgaria]]), [[Serbia]] ha [[Montenegro]] (a oa staodù dizalc'h a-raok ar brezel). '''Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened''', ha [[Yougoslavia]] diwezhatoc'h, e voe anvet ar stad nevez-se, diwar elfennoù a dalveze kement ha "bro Slaved ar c'hreisteiz". Met bras e oa an diforc'hioù sevenadurel ha relijiel etre an annezidi.
 
En arvor ar [[Mor Baltel]] e voe savet, diwar-goust kornôg Rusia, stadoù nevez anvet [[Estonia]], [[Finland]], [[Latvia]] ha [[Lituania]]. E-pad [[Dispac'h Rusia]] hag ar brezel a oa deuet da-heul etre ar "Re ruz", aduidi ar gomunouriezh, hag ar "Re wenn" a save a-du gant an [[tsar]] kozh [[Nikolaz II (Rusia)|Nikolaz II]], oa doa gallet pobloù ar broioù-se sevel o fenn hag embann stadoù dizalc'h. Da vare an [[Eil Brezel-bed]] avat e voent adaloubet gant ar Rusianed.