Emsav : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
{{peurunvan}}
{{LabourAChom}}
 
 
== Termenadur ar ger Emsav==
An anvioù '''Emsav''' pe '''Emsaver''' a c'hell bezañ implijet evit tud o stourm a-gevret war un dachenn n'he deus netra da welout gant Breizh : emsavioù politikel da gentañ, hogen ivez sevenadurel, pe arzel zoken.
 
 
Amañ e vo kaoz eus an emsav a ra war-dro danvez [[Breizh]] ha pergen ar [[brezhoneg]] a zo, evel ma vez gwelet e [[Istor an Emsav]], elfenn diazez stourm an Emsav.
 
'''- termeneadur strizh, politikel :'''
An '''Emsav''' (distaget alies Emm-zao) a vez implijet evit termeniñ luskadoù '''politikel''', en ur ster ledan-tre a zo bet gwelet e Breizh abaoe dibenn an XIX-vet kantved. Talvezout a ra evel ''en em sevel sonn adarre'' hag evel ar ''relèvement'' e galleg hag ar [[Risorgimento]], luskad politikel italiat an XIXvet kantved.
 
E dielloù al luskadoù brezhoneger pennañ o deus klasket ren e brezhoneg ur menoziadeg klok da ziazezañ o obereriantiz politikel "[[Emsav Stadel Breizh]]" ha "[[Emsav Ar Bobl Vrezhon]]" ez eus tu da gavout termenadurioù heñvel a-walc'h ouzh hemañ :
 
''"Evit parrat ouzh an dañjer marvus n'en em gav ar yezh vroadel - war var da steuziañ a-grenn, pezh a lakfe Breizh mont da get - ez eo bet savet an Emsav e deroù ar XX-vet kantved. '''Bez ez eo an Emsav eta an danvez broad vrezhon nevez adkavet ganti ster hec'h istor hag adpiaouet ganti he c 'hevala istorek ha pergen he yezh''', gouest dre-se da aozañ ur gevredigezh hag ur stad vroadel nevez a grouo ur sevenadur broadel nevez el lec'h."'' ([[Imbourc'h]], Kefridi ha tonkad [[Skol an Emsav]], 1971, p.4)
 
Anv a zo bet ivez gant [[ESB]] pe [[EBV]] eus al "Ledemsav" da envel al luskadoù rannvroelour.
 
'''- termenadur ledan, sevenadurezl, kevredigezhel :'''
Metoù ar vretoned o stourm well-wazh evit Breizh emrenoc'h, Breizh Unvan, a-du gant brezhoneg ha zoken, evit lod, gant ar gallaoueg. Ur metoù eo, ur seurt 'familh', ha n'eo ket ur strollad.
 
An Emsav sevenadurel ez eo, derc'houezet dreist-holl gant [[Kuzul Sevenadurel Breizh]].
 
==Istor an Emsav==
 
Amañ e vo anv eus istor an Emsav dre-vras, koulz sevenadurel, yezhel, ha n'eo ket politikel hepken rak, evel ma vo gwelet an arvez politikel en em ziskouezo da ziwezhañ e dibenn ar pezh a anvet ar c'hentañ Emsav.
 
Istor an Emsav n'emañ ket da zrouk-kemer evit istor ar boblañs vrezhon, rak kement-se a aparchant d'ar gkevredadouriezh.
miz Eost 1969«
 
 
Linenn 17 ⟶ 45:
 
== [[An Emsav kentañ etre 1843 ha 1925]] ==
'''1. Eginadur an Emsav e penn kentañ an naontekvet kantved'''
 
E 1843 e voe savet an "'''Association Bretonne'''", anvet "[[Breuriezh Breizh]]" e dibenn ar c'hantved.
Linenn 23 ⟶ 51:
 
[[Ar Chalotez]] a gaver da gentañ.
'''2. Dibab dispac'hel ar yezh e deroù an naontekvet kantved.
3. Skoulmadur an darempredoù etrekeltiek en hanterenn gentan an 19vet kantved.
4. Pevare pennad : ar spered broadel o tiwanaîi en hanterenn gentafi an 19vet kantved.
5 meizadur ar sourm evit ar yezh "hag arnod ar vrogarourion da genurzhian an Emsav sevenadurel en naontekvet kantved.
6 Eginadur an Emsav politikel e-kreiz an naontekvet
kantved.'''
=== Levrlennadurezh====
 
=== Levrlennadurezh====
* Istor an Emsav a-raok 1914, gant Youenn Olier, Imbourc'h 1972, 323 p.
 
Linenn 43 ⟶ 70:
 
- gant badezadur ar Skolaj brezhonek kentañ gant anv [[Roparz Hemon]] ha dibab ar peurunvan da zoare-skrivañ nemeti en emsav [[Diwan]] e oa tizhet gant an Emsav ul live 'sirius' a fed kelennadurezh – kement-mañ penn-da-benn e linenn istorel [[Gwalarn]] ha [[skol Blistin]] - hag echu e voe er pleustr gant rendael hirbad an doare-skrivañ ;
 
- ur rummad nevez a stourmerien a gemer krog e ensavadurioù an Emsav, levezonet gant darvoudoù 1968 : distaolet e vo mui ouzh mui ar vroadelouriezh klasek, hini an eil Emsav evit kemer harp war ur gleizelouriezh o vont alies gant distaol ar feiz kristen. Ar bruderezh (pe, hervez lod, ar gealiadurezh) evit an Divyezhegezh a voe embannet ez ofisiel gant Kendiviz Diwan Landerne e 1985.