Stendhal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:Стэндаль
D Robot kemmet: mk:Стендал; Kemm dister
Linenn 7:
Emañ e vez e bered Montmartre e Pariz.
 
== Buhez ==
=== 1796 - 1821 : ar bloavezioù kentañ ===
E Grenoble eo bet ganet Henri Beyle e [[1783]]. P'eo marvet e vamm pa oa 7 e sav diaesterioù evit en em gompren gant e dad, Chérubin Beyle, un den a justis gant ur spered bourc'hiz ha strizh. E [[1796]] eo degemeret Stendhal e École centrale de Grenoble nevez krouet. Pa oa [[Alexandre Daru]], ur c'henderv d'e vamm, merour al [[Lu Bras]] ez a Beyle da isofisour e [[Kampagn e Italia|Lu Italia]] dindan urzhioù [[Napoleon|Napoleon Iañ]] er bloavezioù [[1800]] ha [[1801]].<br />
Aet da Bariz goude-se e klask gounid e vara er marc'hadourezh, met e klask brud er metoù lennegel hag hoalañ ar verc'hed ivez. Adkavet e vo lod eus e skiant-prenet e-barzh Julien Sorel, penntudenn ar romant "Le Rouge et le Noir" ([[Ar Ruz hag an Du]]).<br />
Adalek [[1810]] ez a el [[Lu Bras]] endro evit kemer perzh e [[mererezh]] ar broioù aloubet, dreist-holl e [[Prusia]] e-lec'h emañ ur gêr Stendal e anv. Pa ziskar an [[Impalaerezh kentañ]] e [[1814]] ez a da chom e [[Milano]], entanet gant ar vro, ar c'hustumoù, al lennegezh italianek hag ar [[Bel Canto]]. Skrivañ a ra meur a oberenn levezonet gant [[Italia]] hag unan a-bouez bras, an [[arnodskrid]] "De l'amour" ([[Diwar-benn ar garantez]]).<br />
E [[1821]] eo rediet Stendhal gant an [[Aostria]]ned, mistri ar vro, mont kuit eus Milano pa ne blij ket dezho e venozioù [[frankizouriezh|frankizour]].
 
=== 1821 - 1831 : Tapout a ra un tamm berzh ===
 
Deuet da Bariz en-dro ha n'en deus arc'hant ken ez a da darempredoù gant ar metoù lennegel ha degemeret e vez er [[saloñs lennegezh|saloñsoù lennegezh]]. Anavezout a ra ur strollad skrivagnerien hag e kav un diskibl dezhañ e-unan, [[Prosper Mérimée]]. Embannet eo e skridoù e [[kelaouenn]]où'zo hag e skriv [[arnodskrid]]où. E 1827 e teu er-maez e romant kentañ, ''Armance'', met a ra berzh gant ''Le Rouge et le Noir'', embannet e [[1830]] e prantad Dispac'h an ''Teir Devezh illur'', da lavaret eo [[Dispac'h 1830]]. P'en deus soutenet an [[dispac'h]] eo anvet [[koñsul]] e [[Civitavecchia]], ur gêrig ha ur porzh-kenwerzh, 80 km eus Roma.
 
=== 1831 - 1842 : Oberennoù diwezhañ, beajoù diwezhañ ===
 
E [[Civitavecchia]] e kav hir e amzer hag e c'houlenn an aotre da guitaat e bost an aliesañ ma c'hell ken ez a da veajiñ dre Italia ha Bro-C'hall e-pad mizioù. Mont a ra d'ober un tamm Tro-Breizh , met ne blij ket dezhañ kundu ha yezh Brezhoned'zo. Pa ne c'hell mont da benn echuiñ oberennoù'zo (''Souvenirs d'égotisme'',''Lucien Leuwen''...) e skriv ur bennoberenn, romant ''la Chartreuse de Parme'' embannet e [[1839]]. MMervel a reas a-daol trumm e-pad noz an 22 d'an [[23 meurzh]] [[1842]].
 
=== Liammoù diavaez ===
* [http://www.armance.com/ Lec'hienn war Stendhal]
* [http://www.univ-paris12.fr/scd/stendhal/ Diskouezadeg war Henri Beyle (Stendhal)]
Linenn 69:
[[lb:Stendhal]]
[[lt:Stendalis]]
[[mk:Мари Анри БејлСтендал]]
[[mwl:Stendhal]]
[[nl:Stendhal]]