Treuzsilvania : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 57:
Dispennet e voe Impalaeriezh Attila goude e varv. Kontrollet e oa, neuze, tiriad Treuzsilvania gant dismantroù pobloù liesseurt kengevread an Huned ([[Alaned]], [[Lombarded]], [[Rukhs-A]]ed) hag ar [[Gepided|C'hepided]]. Ne voe ket galloud bras ebet evit lakaat ar vro dindan e veli e-pad pell a-raok ma tiazezas [[Avared]] [[Eurazia]], deuet eus [[Skuthia]], o galloud milourel warni. Friket e voe [[Khanelezh]] an Avared koulskoude gant ar [[Bulgared|Vulgared]] dindan Khan [[Krum]] e deroù an {{IXvet kantved}} ha dont a reas Treuzsilvania, a-gevret gant [[Pannonia]] da vezañ un tamm eus [[Istor Bulgaria|Impalaeriezh kentañ Bulgaria]].
 
[[Image:Gesta hungarorum map.jpg|thumb|200px]]
Diouzh a gont ar [[Gesta Hungarorum]], ur gronikenn a sav d'an {{XIIvet kantved}}, e voe trec'het Stadoù [[Gelou]] - Penn ar [[Valaked]] ([[Roumaned]]) en Ardeal (Treuzsilvania da vat), [[Glad (dug)|Glad]] e [[Banat]], ha [[Menumorut]] e Byhor (kontelezhioù [[Bihor]] ha [[Bihar]]), gant an [[Hungared]] e Treuzsilvania e-doug an {{Xvet kantved}}. Menegiñ a ra ivez ar Gesta Hungarorum hag an [[De Administrando Imperio]] tri Penn anvet Geula/Gyyla/Gylas e Treuzsilvania. (gwelet pennad [[Gyula]]). Tabut zo e-touez an istorourien evit gouzout ha bez' ez eus bet eus ar Pennoù-se e gwirionez. Hervez studiadennoù zo e c'hallfe ar [[Bulgared|Vulgared]] bezañ bet dalc'het, ha paneve nemet en un doare arouezel-rik, ur veli war darn eus diazad ar C'harpatoù betek e-tro ar bloaz 1000.