Diforc'hioù etre adstummoù "Galated"

1 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
 
==Framm politikel ar Galated==
An triteir fobl a zo an '''[[Tektosaged|Dektosaged]]''' o doa Ankira evel kêr-benn ([[Ankara]] hiziv), an '''[[Tolistobogied|Dolistobogied]]''' o doa teir [[keoded|c'heoded]] pennañ, [[Pessinos]], [[Gordion]] ha Tolistotoka hag an '''[[Trokmed|Drokmed]]''' dezho ar c'heodedoù [[Tavion]] hag Ekkobriga. [[Renet]] e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri fenn bras evit gwir) : ur penn (an ''arc'hontos''), ur [[barner]] (''dikastes'') hag ur [[jeneral]] gant daou [[ofiser]] (''stratophylax'' ha ''hypostratophylax'').
 
Ur [[kevredad|c'hevredad]] riezoù brezelour dindan ur [[brientinelezh]] milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez [[Strabo]], ar " bederveliourien" (''tetrarc'hontes'') ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet ''Drunemeton'' ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell [[Nemeton]]). El lec'h sakr-se, an [[neved]], e veze dalc'het al [[lezvarn kastiz]] gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar [[sevel-loened]], met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an [[ergerzhadeg]]où, ar preizhata hag [[arc'hant]] an [[daspren]]où . Brudet e vezent evit bezañ [[goprsoudard]]ed taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e [[brezel]]ioù diehan e veze e [[Azia-Vihanañ]] ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan [[beli]] [[Pharnakes I{{añ}}]], roue ar Pontos etre -181 ha -179.
182 909

modifications