Galated : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5:
 
==Krouidigezh Galatia==
Ul lu Kelted eus [[Galia]] a aloubas [[Makedonia]] ha [[Bro-C'hres]] goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an [[Alpoù]] hag a dreuzas an [[Hellespontos]] goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras [[templ]]où [[Delfi]], ur veaj a voe graet an [[Ergerzhadeg vras]] anezhi. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e voe tizhet Azia-Vihanañ ganto pa oant bet kouviet da zont betek enni gant roue [[Bitinia]], [[Nikomedes Ia{{ñ}}Iañ]], da ziarbenn ar roue ''seleukour'' [[Antiokios I{{añ}}Iañ]].<br>
 
Trec'het gantañ ez eas ar Gelted e takadoù [[menez]]iek uhelañ e Reter [[Frigia]] a voe roet anv Galatia diwarno. Ar [[briñselezh]] nevez he doa harzoù boutin gant [[rouantelezh Pontos]] hag hini [[Paflagonia]] e [[Norzh]], [[Kappadokia]] er [[Reter]], [[rouantelezh Pergam]] er Su hag hini Bitinia er [[C'hornôg]]. Pa oa disheñvel o [[renad]] eus hini o amezeien e veze graet ''Kumuniezh ar C'halated'' eus o zeir fobl. (''Koinon Galatôn'' e [[gresianeg]] ha [[Commune Galatarum]] e [[latin]]). Graet o doa o annez e [[kastell-kreñv|kastelloù-kreñv]] nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.