Steredenn : diforc'h etre ar stummoù

16 okted ouzhpennet ,  11 vloaz zo
D
Robot ouzhpennet: mrj:Шӹдӹр; Kemm dister
D (Robot ouzhpennet: ne:तारा)
D (Robot ouzhpennet: mrj:Шӹдӹр; Kemm dister)
Ur '''steredenn''' zo ur voull plasma zo ken bras he [[treuzkiz|zreuzkiz]] (meur a gantad milliadoù kilometroù) hag he [[tolz|zolz]] ken e tizh al lodenn greiz — ar galonenn — ar wrez ret (war-dro ur milion a [[kelvin|gelvinoù]] d'an nebeutañ) da loc'hañ un argerzh teuziadur nukleel. Kas a ra ar steredennoù eta skinadurioù er spektr gwelus, er c'hontrol eus ar pep brasañ eus ar planedennoù (evel an [[Douar (planedenn)|Douar]]) a resev o energiezh dreist-holl diouzh ar steredenn pe eus ar stered a gelc'htroont en o zro. E-pad ul lodenn vras eus he buhez, kent d'he fourvezioù energiezh da vont da hesk, e vez ur steredenn e kempouez hidrostatek dindan levezon daou nerzh oc'h enebiñ : ar [[gravitadur]], a c'hallfe lakaat ar steredenn da gouezhañ en he foull warni hec'h-unan, hag ar gwask sinetek a zeu eus an argerzh teuziadur nukleel, a c'hallfe, war ar c'hontrol, lakat ar sterenn da darzhañ. An [[Heol]] e-unan zo ur steredenn dibar a-walc'h zo heñvel a-walc'h e zolz, war-dro 2×1030 kg, ouzh hini ar stered all.
 
== Perzhioù heverk ==
 
Ur steredenn zo ur [[korf-egor|c'horf-egor]] o treiñ warnañ e-unan. Sferek eo e stumm tamm-pe-damm, rak pladet eo ar [[penn-ahel|pennoù-ahel]] gant nerzh ar steredenn o treiñ, ha frammet eo gant ar [[gravitadur|graviter]]. Pa grou ar steredenn ez a [[hidrogen]] hag [[heliom]] d'he ober dreist-holl. E-pad ar pep brasañ eus he buhez, e c'hoarvez en he c'hreizh un argerzh teuzadur nukleel. Ul lodenn eus an energiezh produet evel-henn zo skignet dindan stumm goulou gwelus. An danvez a ya d'he ober zo ionizet hogos penn-da-benn abalamour d'ar wrez uhel zo en he c'hreiz.
Krouiñ a ra ar steredennoù pa zesac'h ur [[koumoulenn etresteredel|goumoulenn gaz]] warni hec'h-unan ha pa rann e meur a gentsteredenn a domma a vuzul ma strishaont. Ur wezh kresket a-walc'h ar wrez e kalon ar steredenn e krog an [[hidrogen]] da deuziñ en [[heliom]], ar pezh a bourchas an energiezh a vir outi a zesac'hañ warni hec'h-unan. Kregiñ a ra neuze prantad pennañ buhez ar steredenn. Kaset e vez kuit tamm-ha-tamm an energiezh produet gant ar steredenn, war un dro dre [[kendoug|gendoug]] ha dre skignañ hag e kuita gorre ar steredenn dindan stumm [[skinadur]], [[avel steredel|avelioù steredel]] ha [[neutrino]]ioù. Goude se e tepant hec'h emdroadur diouzh he zolz. Seul vrasoc'h eo seul varrekoc'h eo ar steredenn da gregiñ dazgweredoù teuziñ gant [[elfenn gimiek|elfennoù kimiek]] pounneroc'h-pounner. Gallout a ra kevanaozañ karbon, ha goude se oksigen, neon, ha kement zo...
 
Produet e vez hogos an holl [[elfenn gimiek|elfennelfenno]]ù pounneroc'h evit an heliom er stered (komz a reer eus [[kevanaoz nukleel steredel]]) e prantadoù diwezhañ o emdroadur. Pa vez bras a-walc'h tolz ur steredenn dezhi da [[kevanaoz|gevanaozañ]] [[houarn]] ez eo tonket da echuiñ dindan stumm ur [[supernova]] : entarzhañ a ra he c'halon ha dispennet eo he gwiskadoù diavaez gant an argerzh. An dilerc'hioù lezet gant entarzhadenn ar galonenn zo ur c'horf fetis-kenañ, hag a c'hell bezañ pe ur [[steredenn neutronek]], hag a c'haller dizoleiñ a-wezhioù dindan stumm ur [[pulsar]], pe un [[toull du]]. Ar stered zo bihanoc'h o zolz a echu o buhez en doare habaskoc'h : koll a reont tamm-ha-tamm ar pep brasañ eus o zolz, a ya d'ober goude se un [[nivlenn bladennedel]], strizhañ a ra goustadik o c'halonenn ha stummañ ur [[korrez wenn|gorrez wenn]].
 
 
{{KoskoriadHeol}}
 
[[rummadRummad:Steredoniezh ]]
[[rummadRummad:Koskoriad an Heol]]
[[rummadRummad:Korfoù-oabl]]
[[rummadRummad:Skiantoù an Douar]]
 
[[af:Ster]]
[[mn:Од]]
[[mr:तारा]]
[[mrj:Шӹдӹр]]
[[ms:Bintang]]
[[mwl:Streilha]]
60 112

edits