Wikipedia:Degemer/Pennad ar miz/Mezheven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Hervez ar c'hrennlavar n'eus ket bet c'hoariet biskoazh an hevelep abadenn div wech. Ha marteze eo gwir a-walc'h : war ur [[goban]] warnañ 19 poent kej dre 19 ez eus e-tro 4,63.10<sup>170</sup> lec'hiadur posupl evit ur maen; Kalz brasoc'h c'hoazh eo eta an niver a abadennoù a c'haller c'hoari. Evel-just, n'eo ket evel-se emañ kont rak splann eo ez eus taolioù c'hoari fall-tre. A-benn ar fin eo kalz izeloc'h an niver a abadennoù a c'haller c'hoari, daoust ma chom labour aner klask jediñ an niver-rik anezho dre ar [[jedoniezh]].
 
Ur skeul zo evit live ar c'hoarierien ''go'' a ya eus an 30{{vet}} [[Kyu]] (deskarded) betek ar 1{{añ}} kyu, ha goude-se eus ar 1{{añ}} [[dan]] betek an 8{{vet}} dan evit an amatourien. Ur briziadenn dre vras eo an 30{{vet}} kyu rak n'eus bevenn gwirion ebet d'al live izelañ, sklaer eo. Klotañ a ra live ur c'hoarier 1{{añ}} dan a-vicher gant live ur 7{{vet}} dan amatour.
Klotañ a ra live ur c'hoarier 1{{añ}} dan a-vicher gant live ur 7{{vet}} dan amatour.