Logonna-Kimerc'h : diforc'h etre ar stummoù

kumun Penn-ar-Bed
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Logonna-Kimerc'h''' a oa un drev eus parrez Kimerc'h gwechall. Da vare an Dispac'h gall e voe graet pep a gumun gant Logonna ha Kimerc'h. Lakaet e oa bet Logonna da barre dista...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Mez 2011 da 16:28

Logonna-Kimerc'h a oa un drev eus parrez Kimerc'h gwechall. Da vare an Dispac'h gall e voe graet pep a gumun gant Logonna ha Kimerc'h. Lakaet e oa bet Logonna da barre distag diouzh Kimerc'h e 1804. Ul lodenn eus kumun Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h eo bremañ.

Gouestlet eo iliz Logonna-Kimerc'h (17vet kantved) da sant Onna pe Nonna, a zo sant patrom Logonna-Daoulaz ivez. Un diskibl da sant Gwennole, diazezer abati Landevenneg, e oa Nonna.

E 1965 e oa bet staget Logonna-Kimerc'h ouzh div gumun all, Kimerc'h ha Pont-ar-Veuzenn da vont d'ober ur gumun vras hepken : Pont-ar-Veuzenn-Kimerc'h.