Koulman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: vi:Côlumbanô
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:San Colombano.jpg|thumb|250px|right|St. Koulman. Bobbio Abbey.]]
'''Sant Koulman''' zo ur manac'h iwerzhonat, ganet war-dro [[540]] ha marvet d'an [[23 a viz Du]] [[615]] e [[Bobbio]] e [[Lombardia]], goude baleet gantañ dre [[Europa]], [[Kernev-Veur]], [[Breizh]], [[Galia]], [[Helvetia]].
 
Koulman a zeufe e anv eus ar gerioù iwerzhonek ''Colm Bán'', « koulm wenn ». Ganet e oa bet, a-hervez, e [[An Obair]], e [[kontelezh An Mhí]], e reter Iwerzhon. Mont a reas war e studi d'ur manati a oa war un enezenn eus [[Loch Éirne]], ha goude-se da vanati [[Bangor (Iwerzhon)|Bangor]], war aod biz [[Iwerzhon]]. Eno e teuas da vezañ [[manac'h]]. D'an oad a 40 vloaz e tivizas mont gant menec'h iwerzhonat all da brezeg an aviel en estrenvro. Mont a rejont da [[Bro-Skos|Vro-Skos]], da gentañ, tremen dre [[Kernev-Veur|Gernev-veur]] ha mont da [[Breizh|Vreizh]] a-benn ar fin, ma tilestrjont e [[Karnag]]. Ur wech en em gavet war douar-bras Europa, war-dro [[585]] moarvat, ez eas Koulman war-zu ar reter, betek lez roue [[Bourgogn]]. Eno e voe roet douaroù dezhañ gant ar roue [[Guntram]], da sevel un [[abati]] e [[Luxeuil]] (''Luxovium'' en amzer-se), e dibenn ar {{VIvet kantved}}. Bloavezhioù diwezhatoc'h e voe skarzhet eus [[Bourgogn]] gant ar rouanez [[Brunehilde]], e [[610]]. Rankout a reas kuitaat [[Neustria]] dre ma tisplije reolennoù ar venec'h keltiek da gloer ar vro. Mont a reas da [[Aostrazia]] ma voe degemeret gwelloc'h, ha gallout a reas goude-se sevel manatioù all e [[Suis]] hag e [[Lombardia]] diwezhatoc'h.