Hamburger : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D [[ ]]+
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
War a seblant e voe impljiet kig moc'h rostet er penn-kentañ : brudet eo annezidi [[Hamburg]] da vezañ debrerien kig moc'h. Tamm-ha-tamm e voe implijet kig bevin. Ar sekred-kegin a zo bet treuzkaset d'ar [[Stadoù-Unanet]] e-kerzh an XIX<sup>vet</sup> kantved, pa voe treuzet ar meurvor Atlantel gant martoloded alaman hag a veaj war vourhz bagoù "Hamburg-Amerika line". War vourhz ar vag just a-walc'h e vije roet ur meuz heverk eus [[Hamburgh]], ennañ kig drailhet, formaj, hag [[ognon (Allium cepa)|ognon]] mesket.
Hiziv an deiz e servij ar ger ''hamburger'' da aroueziñ ar sandwich e-unan hag an tamm kig a zo ennañ. Dav eo gouzout n'eus liamm ebet etre ar ger hamburger hag ar ger saoznek "ham" (morzhed-voc'h).
 
 
== Er bed a-bezh ==
Linenn 13 ⟶ 12:
Leun a galoriennoù eo an hamburger, hag e broioù zo ez eus bet aozet prosezoù gant tud o doa debret kalz anezho hag a oa deuet da vezañ kofek.
 
* En [[Alamagn]] e kaver ur sandwich anvet [[Bremer]] (eus [[Bremen]]) : un hamburger eo, ennañ un tamm pesk e-lec'h an tamm kig.
 
== Istor ==
Pa'z eas [[John Kennedy]] da Verlin da zistagañ ''Ich bin ein Berliner'' n'eas ket da [[Hamburg]] d'ober kemend-all, siwazh d'ar farserien.