Diforc'hioù etre adstummoù "Kaozeal:Degemer"

32 236 okted lamet ,  10 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm

[[Restr:File.svg|60px|Diell]]

[[Kaozeal:Degemer/Diell|Diell]]

:Stad kozh ar bajenn-mañ (d'an 20 a viz Du 2005) a c'hall bout kavet amañ : [[Kaozeal:Degemer/Diell]].

Trugarez vras d'an holl.

==Goal to achieve: 100,000 articles in 2008==

We must have a goal. Breton wikipedia must have at least 100,000 articles to the end of year. then promote the site, and move your hands.

==Un anv brezhonek evit Wikipedia !==
[[User:Gad|Gad]], 3 Gou 2007 20:15

Ne gav ket din e vefe un arguzenn mat hini ar c'havout diouzhtu ar wiki brezhonek dre ul lusker enklask. Un abeg toull ne lâran ket. Chom a rafe ar ger wikipedia e "chomlec'h" pep pajenn forzh penaos. Ne gav ket deoc'h ez eo a-walc'h.
Ha pa ne vefe ket e mod-se, ne vefe ket diaes d'an hini n'eo ket boaz da zaremprediñ ar wiki brezhonek mont dre forzh pe wiki all.
(A-hend all, anes lakaat ''"wikipedia"'' da anv ar wikefre e c'helled lakaat ar gêr "wikipedia"-se e kuzh war dalbenn ar bajenn, pe skrivañ ur frazennig war ar bajenn Degemer evel "''"goui(ki)ziadur" zo anv brezhonek wikipedia, ar ouiziadur dieub hollvedel...''" ha mat pell zo. Met n'eo ket dav zoken.)

Bez e c'hellfe neuze hor ouiziadur delc'her d'un anv brezhonek, doare da zoujañ ouzh ar yezh en ur lakaat anezhi e penn an talbenn, ha n'eo ket ar stumm gresim latinaet.
E-barzh an anv emañ skeudenn ar raktres. Mard eo ur ratres evit ar yezh, eo mat e vefe an anv e brezhoneg. Gant ur sell all e vefe skrivet "diksioner" war pep geriadur brezhoneg c'hoazh. Marteze en dije plijet da dud zo (se 'ra ''"poblek"'', keta ?).

'''Gouikiziadur''' a vefe bet un anv brav a gav din.
Pe '''Gwikeziadur'''.
(Ha mat e vefe lakaat anv ar geriadur da glotañ gant ar stumm-se ivez : "gwikeriadur".
Doare da lakaat da soñjal er gêr gwikefre, ivez, pand ez eus ur wikefre eus ar "wiki".

'''Dieubouiziadur''', a c'hellfe bezañ dibabet a-hend-all.

A bep seurt a vez kavet evit anvioù ar wiki en holl yezhoù ha n'eo ket ret delc'her atav gant ar stumm wiki dibabet gant lod. E yezhoù 'zo ne grog ket gant wiki eta ha pa vefe gant ur stumm treuzskrivet e mod-all pe deveret eus wiki e mod ebet, ha ne gav ket d'an dud e ve diaesamant tamm ebet. Klaskit e kembraeg gant ar ger "cymraeg" pe e galizeg gant "galego" eta hag e welot.

Erziwezh, 'm eus aon n'eo ket gant brezhonegerion ampart eo bet lakaet an anv d'ar wiki brezhoneg da gentañ, siwazh, met perak ne vefe ket kemmet bremañ ?

Setu aze va sav-boent. Adanvomp ar wiki e brezhoneg 'ta !

Ho saludiñ.

Gad

==Krouidigezh ar Wiki brezhonek==
[[User:Mixel|Mixel]], 13 Juil 2005

*Création du wikipedia et du [http://br.wiktionary.org wiktionaire] en breton

Je ne parle ni ne lis le breton; mais je vais essayer de trouver des traducteurs autour de moi.
Il faut notament très rapidement définir le nom bretonisé de "wikipédia" ainsi que tous ce qui concerne la navigation sur les pages "article" "discusion" "edit" "main page" "random page" ... fin bref tous ce qui est tool bar.

==Un anv brezhonekaet evit Wikipedia ?==
Diwallit! Attention avec le nom bretonnisé de Wikipedia.
Un den hag a glask Wikipedia e brezhoneng - evel me m'eus graet - ne gavo ket Wikipedia gant un anv all.

Il y aurait en contre partie un petit avantage à un nom breton. Si on le connaît au préalable, il suffit de cliquer ce mot et on arrive directement au portail.

Par exemple en occitan ça s'appelle "Oiquipedia", forme ridicule à mon goût, med awalc'h eo skrivañ ar gir se hag erruer er Wikipedia en okitaneg hep hent all.

== Treiñ ar Wiki==
Si un admin du site francophone sait comment faire, ca pourais m'aider.
--[[User:Pepie34|Pepie34]] 09:56, 23 Jun 2004 (UTC)

déplacer depuis le bistro fr:

:La première chose à faire sera de traduire les ''namespaces''; c'est-à-dire:
:* ''Discussion:''
:* ''Utilisateur:'' et ''Discussion_Utilisateur:''
:* ''Image:'' et ''Discuter_Image:''
:* ''Wikipédia:'' et ''Discuter_Wikipédia:''
:* ''MediaWiki:'' et ''Discuter_MediaWiki:''
:* ''Modèle:'' et ''Discuter_Modèle:''
:* ''Aide:'' et ''Discuter_Aide:''
:* ''Catégorie'' et ''Discuter catégorie''
:je pourrai faire les adaptations vers 20H ce soir. A+ -- [[Utilisateur:Looxix|Looxix]] 23 jun 2004 à 13:11 (CEST)

Voir aussi le début de traduction dans [[:fr:Breton:XXX]], j'ai placé un message d'avertissement pour qu'il n'y ait plus de travail sur la page [[fr:breton:Accueil]]

Il faut aussi un bistro plutôt que de discuter ici [[User:Phe|Phe]] 13:32, 23 Jun 2004 (UTC)

Comme point de départ pour la traduction de l'interface, j'ai créer la page [[MediaWiki:Allmessages]].

Attention, seuls des administrateurs peuvent éditer ces pages.
Pour pouvoir créer cette page je me suis donné très temporairement les droits d'administrateurs.
Maintenant c'est Ankowes qui l'est le temps de construire ici une communauté pour décider.

Si vous avez la moindre question concernant le fonctionnement du site, n'hésitez surtout pas à mettre un mot sur [[:fr:Discussion_Utilisateur:Looxix|ma page de discu sur fr]].
Dommage que je connaît pas le breton, je serais plus utile.

:-- [[User:Looxix|Looxix]]

== Diwar-benn ar skeudennoù ==

Un truc au sujet des images: il ne faut pas télécharger des images à l'échelle (genre [[:Image:80px-Sourceberg.png]])
mais une seule image (genre [[:Image:Sourceberg.png]])
et spécifier la taille dans le code wiki et laisser le programme faire le travail (au lieu de '''<nowiki>[[Image:80px-Sourceberg.jpg|Wikisource]]</nowiki>'''
on écrit:
'''<nowiki>[[Image:Sourceberg.jpg|80px|Wikisource]]</nowiki>''')

== Pajenns sac'het ==

Jeudi 30 Sept. 2004
La page d'accueil n'est plus modifiable, j'ignore pourquoi. Je désirais apporter des modifications, mais on ne peut plus. Quelle en est la cause?

Guénael

:La page a été protégée par [[User:Ankowes]] avec la justification "koherañs". Si tu veux plus de détail, il faut lui demander de s'expliquer. PS : pour signer, tu peux utiliser <nowiki>~~~~</nowiki>, comme ceci : [[User:R|R]] 20:44, 5 Oct 2004 (UTC).

Poent e vefe dibrennañ ar bajenn-degemer-mañ !

[[User:CTanguy|CTanguy]] 20:50, 28 Oct 2004 (UTC)

==Daoust hag eñ e vo votadegoù?==
Kreskiñ a ra ar Wikipedia brezhoneg p'eo notet bremañ evel "oberius" war ar Wikipaedia saozneg.
Tapet hon eus ar 89vet plas peogwir hon eus savet 100 pennad.

Evit bezañ seriusoc'h e vije mat sevel votadegoù.

Abeg 1 : Lakaet em oa an eil gour war lodenn peurunvan ar bajenn degemer (''Deus'' e lec'h ''Deuit'' hag all). Ch.Tanguy en deus diverket ma reizhadennoù hep lavared grik.

Goulenn a ran digant an holl ma vo savet ur votadeg war ar poent-se.

Mat e vije sevel ar bajenn votadeg evit an ampoent ha diwhezatoc'h e vo savet pajennoù evit pep abeg.

Abeg 2 : Tud a lavar e vije mat krouiñ ar rummoù el liester evel er Wiki saozneg ha lod all en unander evel e galleg, en alamaneg hag e katalaneg. Petra ' sonjit-hu? Berroc'h e vo an unander eget ma vije savet ur rumm gant daou ger evel ''kanerien vrezhonegerien''.

[[User:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 22:37, 8 Mar 2005 (UTC)

== Termenadurezh==
Fulub en deus embannet eo bet brezhonekaet ar wiki brezhonek. Ha trugarez braz dezhañ. Koulskoude n'on ket a-du ma vo kemmet portal da borched. Evidon-me e tleer mirout porched evit ar galleg ''porche'' ha portal evit ar galleg portail. Da gentañ holl evit kaout daou ger pa 'z eus daou dra (da skouer dindan porched un iliz e vez kavet ur ''portail''). Ma n'eo ket miret ar ger gant An Here 2001, kavet e vez e-barzh R. H. Ouzhpenn-se eo mat implij ur ger a weler e meur a yezh (saozneg, spagnoleg, katalaneg hag all).

Evit ur seurt cheñchamant digor d'an holl, ret eo goulenn ali ar re all (hag arguzenniñ). War bajenn ar votadegoù ma 'z eus ezhomm. N'eo ket un afer simpl, kemmañ ar ger war pep pajenn e-lec'h m'eo bet implijet. Piv a raio? An hini a cheñch, marteze... Ouzhpenn-se, torret eo bet al liamm.
[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 6 Gwe 2005 à 21:44 (UTC)

Evit "Portail" ez eus ur ger e brezhoneg "Porrastell". Da skouer "Porrastell al liammoù" evit "Portail de liens" [[Implijer:Bzh|Bzh]]

==Tres nevez ar bajenn zegemer==
* Kinniget ez eus un tres nevez d'ar bajenn zegemer. Klasket ez eus bet skañvaat ar pajennaozañ evit na vefe ket ken stambouc'hus da lenn ha lakaat arlunioù (skeudennoùigoù) evit bravaat an doare. Lakaet ez eus bet ar pouez e penn-kentañ war ar rubrikennoù skoazell zo bet klokaet hag ar rubrikennoù enklask evit sikour ar Wikipedourien nevez d'ober o c'hammedoù kentañ ganeomp. Klasket em eus adsevel an holl liammoù pe war ar bajenn zegemer war-eeun pe war ar pajennoù skoazell stag. Moarvat em eus disoñjet un nebeud re koulskoude. Spi am eus e plijo d'an holl an tres nevez-mañ. Ret e vo en em voazañ un tamm ouzh al look nevez met goude 5 munud ne zlefe ket bezañ re ziaes evit en em gavout en-dro --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 20 Du 2005 da 15:15 (UTC)

ekstra! brav-kenañ! bravo! n'on ket evit plantañ reuz, met bravoc'h eo deuet ar bajenn kinklet mod-nevez hag ivez e oan aet un tammig skuizh o welet ar bajenn degemer skrivet div wezh ma ra an darn vrasañ eus an dud amañ gant ar peurunvan - n'eo ket bet skarzhhet ar re all, met peseurt dregantad a pajennoù zo bet savet bremañ un un doare-skrivañ disheñvel diouzh ar peurunvan? ale, tan de'i, o pignat buan emañ ar brezhoneg e-touez an holl yezhoù all war ar wikipedia.
[[Implijer:Neal|Neal]] 20 Du 2005 da 17:22 (UTC)

Ya, kalz gwelloc'h evel-se, ha kalz siriusoc'h. Ha n'em bo ket kement a ziegi o kemer perzh, me gred. [[Implijer:81.250.133.169|81.250.133.169]] 20 Du 2005 da 19:41 (UTC)

Dispar ! Ul lañs nevez e vo evit ar wiki en hor yezh rak n'hor bo ket mezh o tegemer tud nevez war ar bajenn-mañ : echu an tabutoù toull, bec'h dezhi ! --[[Implijer:Neert|Neert]] 20 Du 2005 da 21:35:53 (UTC)

Ur c'heloù mat ! Kalz siriusoc'h e vo ar Wikipedia brezhonek. Met perak kenderc'hel da skrivañ "Peurunvan" e penn laez pennadoù zo ? --[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 20 Du 2005

a-bouez eo kenderc'hel da skrivañ /{{Peurunvan}}/ e penn pep pennad savet hervez an doare-skrivañ-se peogwir e c'heller kontañ evel-se an niver a bennadoù skrivet e peurunvan, rak n'eo ket bet lakaet ar wikipedia e peurunvan penn-da-benn, nemet ar bajenn degemer (pa ne vez ket cheñchet...). ur c'hinnig - sevel ur wikipedia ispisial 'berton tradiíounel' ka skarzhañ warnañ an holl bennadoù savet en un doare-skrivañ all - treut a-walc'h e vefe ar peuriñ warnañ hep mar ebet...
[[Implijer:Neal|Neal]] 21 Du 2005 da 07:58 (UTC)

Bravoc'h hag aesoc'h da lenn eo. Gourc'hemennoù da [[Implijer:Fulup|Fulup]] a zo deuet da vezañ ur seurt merour er wikipedia brezhonek. Poent e vo ofisielaat an dra-se.--[[Implijer:Yun|Yun]] 21 Du 2005 da 14:24 (UTC)

:Bravoc'h hag aesoc'h da lenn eo bremañ. Gourc'hemennoù da [[Implijer:Fulup|Fulup]]! :)) [[Implijer:Ganymede44|Ganymede44]] 21 Du 2005 da 16:55 (UTC)

Ne gav ket mat an doare m'eo bet graet ganti evit degas chañchamentoù bras hep doujañ da spered ar Wiki :

1. Torret eo bet emglev miz C'hwevrer 2005 etre an daou strolladig a skridaoze gant daou doare-skrivañ disheñvel. Ma teu freuz diwar-se, ne vo ket un estlamm ha marteze ez in da sikour anezho (graet em eus bet dija)

2. Ur spered mevelek e tiskouez ar stumm nevez : heñvel-poch eo d'an hini gallek. Hemañ zo bet kinniget goude ur c'henstrivadeg gant ur c'haier-kargoù; Amañ na gemenn, na ginnig, na diviz.
Adkemer e ra e si pennañ : strizhañ mont-treoù da veur a dachenn. N'eo ket ur pal sirius skañvañ en un doare dibreder. Ret e vo ouzhpennañ meur a benngêr hag e rin

3. Ma vije Fulub lakaet da velestrer, ret e vije dilenn un toulladig tud all pa n'eo ket ar Wiki evit bezañ renet gant un den pe daou pe dri

4. Dipitet on gant ar fed n'eo ket deuet c'hoazh trawalc'h a dud evit staliañ dilennadegoù. Penaos e c'hellfemp ober gant un degad a dud o labourat ingal nemetken? O c'hortoz e vijen displijet ma klaskfe den pe zen kemer ur galloud ha ne vije ket kevatal d'ur bern reoù all. --[[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] 23 Du 2005 da 00:17 (UTC)

* Hopala, ma doue ! Petra respont da gement-se ? Da gentañ, marteze, lavaret n'emaon ket o klask galloud ha n'em eus ket lakaet ma anv evit mont da verour. Diouzh an tu all, ha pa'm bije graet, ar pezh n'em eus ket graet, n'eo ket ur vezh kennebeut mont da verour ha poent eo kaout un nebeud war ar wiki-mañ evel war ar re all, me a gav din, paneve nemet evit diverkañ ar pennadoù goullo pe faziek a ya war hiraat ar roll anezho war ar bajenn [[Wikipedia:Pajennoù da nullañ]]. Ne gredan ket kaer, e gwirionez, e vije kalz tud o klask "galloud" war ar wiki-mañ. Un tamm mat diboell e vefe d'un den a glask galloud divizout gouestlañ ul lodenn ken bras eus e amzer vak evit mont da vagañ ur c'helc'hgeriadur digoust e brezhoneg. Neb a glask brud ha galloud a vez gwelet muioc'h o valafenniñ en-dro da bed an arc'hant, ar politikerezh, ha da hini ar media, eget e-unan dirak e skramm o labourat en un doare dianav. Evit ar pezh a sell ouzhin, ma lod a aferioù galloud, bras ha bihan, am eus e-barzh ma buhez micherel, m'en asur deoc'h, ha n'eo ket se a glaskan war Wikipedia. Peoc'h, kennerzh, ha c'hoant mont war-raok ne lavaran ket.
*Evit ar stumm, labouret em eus, pellik amzer, hag ur c'hinnig am eus graet, gant ur soñj eeun : gwellaat an traoù. Netra ne vez kollet war Wikipedia ha n'eus netra distrujet. Ma kav d'an dud e oa gwelloc'h, bravoc'h, sklaeroc'h, plijusoc'h, hag all, ar stumm a oa a-raok, n'eus nemet divizout adlakaat anezhañ ha mat pell zo. Ne vin ket laouen met, e-giz-se emañ rak, war Wikipedia, ez eo ar bennreolenn asantiñ labourat evit ar re all hep bezañ sur morse e vo degemeret mat ganto al labour kinniget gant an-unan. Gwir eo em eus divizet treiñ ar bajenn zegemer diwar skouer ar galleg. Petra a fell deoc'h, ar yezh-se a ouzon mat a-walc'h c'hoazh ha, feiz, dre ma ya en-dro ar bajenn-se evit tost 200.000 pennad e galleg em eus soñjet, hegredik ma oan, e oa dereat a-walc'h evit degemer un 2000 pennad brezhonek bennak. War Wikipedia e klaskan reiñ ar pezh a ouzon ober : treiñ. N'on ket gwall ampart war an urzhiataerezh ha n'on ket gouest da sevel maketenn ur bajenn zegemer diwar netra. E-giz-se emañ. Ma'z eus tud barrekoc'h gouest da sevel traoù brav hep tamm patrom ebet, gwell a se. N'o deus nemet pegañ e-barzh. Me ivez a vefe plijet da gaout ur bajenn zegemer plijus ha dibar savet a-ratozh evidomp ha diouzhimp.
*Evit echuiñ, anzav a ran e kavan un tamm bras, memes tra, met pardoniñ a raio din, e vefe rebechet ouzhin bezañ enepdemokratel gant an hevelep den hag a zo savet a-enep ar fed aozañ dilennadegoù war ar wiki abaoe meur a viz war zigarez ne oa ket trawalc'h a dud o kemer perzh. Pegoulz e vo ? Perak e vije "un emglev" (etre piv) da doujañ outañ ha ne vije ket tu da aozañ ur votadeg evit divizout diwar-benn mont en-dro ar wiki hag ar reizhskrivadur anezhañ. Evidon-me ez eo sklaer ez eus, eus un tu, tud a feiz vat a glask kas ar c'helc'hgeriadur war-raok evit mad an holl (me a lavarfe an holl re a skriv e peurunvan, ha [[Implijer:Ch. Rogel|Ch. Rogel]] en o zouez, ha da gentañ-penn marteze) hag, eus an tu all, dreist-holl un den (gantañ meur a gont implijer, hep bezañ morse krouet pajenn implijer ebet evit ma ne vije ket tu da genskrivañ gantañ) na ra nemet plantañ reuz ha na skriv evit den ebet nemet evit e blijadur dezhañ e-unan. Ch. Rogel a lavar eo dipitet peogwir n'eus ket trawalc'h a dud o kemer perzh. Mat, meur a abeg zo d'an dra-se. Moarvat n'eo ket brudet a-walc'h hor wiki c'hoazh. Degasomp da soñj n'eus bet, evit doare, nemet un den o kemer perzh er wiki alamaneg ar bloavezh kentañ m'eo bet savet er yezh-se. Setu, n'hon eus ket da glemm pa n'eo nemet 16 miz hor wiki c'hoazh. Me a lavarfe a-walc'h, koulskoude, ez eo an tabutoù toull war an doare-skrivañ hag ar bajenn zegemer daouhanteret a laka an heug e kalzik a dud hag a zegas brud fall d'ar raktres. Se eo a laka an dud da chom hep kemer perzh ha, paneve youl un dek bennak a dud, ne vije ket bet tu da dremen dindan un nebeud mizioù eus e-tro 500 pennad da tost da 2500. Abaoe pevar miz n'eus ket bet savet koulz lavaret pennad ebet na vije ket skrivet e peurunvan. Petra zo demokratel ha petra zo enepdemokratel amañ. Tu zo da aozañ votadegoù bremañ gant an dud oberiant zo. Ma vez muioc'h a dud a-benn c'hwec'h miz pe bloaz, ha ma vez c'hoant distreiñ war draoù zo, e vo posupl a-walc'h d'en ober d'ar mare-se ivez. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 23 Du 2005 da 11:36 (UTC)

== Skizofreniezh ==

Da va soñj ne c'heller ket degemer e mod ebet ken "kornigoù" war ar bajenn degemer (na vije neuze ken met un feson skizofrenek da welout ar yezh), petra 'virje da gaout "kornigoù" all kerkent ha ma savje c'hoant e hini pe hini da gaout e damm kornig, "kornig ar brezhoneg arnevez", "kornig ar brezhoneg krenn", "kornig brezhoneg an inizi Kergelen",..., p’emañ war a seblant e-unan-penn o c’hoari e babor ? Ma n'eo ket laouen gant ger pe c'her, n'en deus nemet goulenn cheñch. Me, evit ma lod, a c'houlenn cheñch "Lennnegezh" ha lakaat "Lennegezh" en e lec'h. [[Implijer:Iskomandant Marc'heg|Iskomandant Marc'heg]] 3 Kzu 2005 da 13:07 (UTC)

== Porched, Portal pe Porrastell? ==

Peseurt ger e vefe ar muiañ da lavarout "Portail"?

== Roll ar yezhoù a zo re hir... ==

*Daoust hag eñ e vefe moaien d'e rummañ diouzh ar c'hevandir pe diouzh ar familh ?
**Ya, gwir eo, digempouezet eo ar bajenn gant ar roll-se un tamm. E wikioù zo ne vez lakaet nemet ar yezhoù a-us d'un niver bennak a bennadoù. Marteze e vefe trawalc'h gant ar re a-us da 1000 mui ar yezhoù keltiek evidomp. A-hend-all e c'haller kaout ar roll klok en ur glokañ war al logo zo e-traoñ ar bajenn ivez. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 8 Gen 2006 da 18:04 (UTC)

==Bloc'had Keleier==
Krouet ez eus bet ur [[:patrom:Keleier ar Wiki]] ha lakaet eo bet er bajenn degemer. Hiviziken, evit ouzhpennañ keleier e vo ret en ober er patrom. Evel-se ne vo ket dav cheñch ar bajenn Degemer ken alies ken. Arvarus eo atav labourat war ar bajenn degemer rak aes eo direnkañ traoù zo. Aesoc'h e vo krouiñ ur bajenn dielloù evit ar c'heleier kozh ivez. Evel-se ne vint ket kollet ken. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 18 Gen 2006 da 18:06 (UTC)

==Troidigezh an etrefas==
Perak e weler ar gerioù saoznek-mañ a-gleiz ?
# Permanent link
# Cite this article
*Peogwir ne oant ket er restr treiñ d'ar mare m'eo bet troet restr an etrefas.
Nevesoc'h eo etrefas ar Wiki saoznek bremañ. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 19 Gen 2006 da 20:19 (UTC)

==Breizh ; brezhoneg ha pezh a zo stag==
Gwelloc'h e vefe da gavout ur c'harrez war an traoù a denn da Vreizh er bajenn degemer, pe menegiñ ar Portal ''Breizh'' da nebeutañ.
N'em eus ket kredet krouiñ ar c'harrez a gomzan diwar e benn.

* Perak ket. Kalz labour zo memes tra da ober war ar pajennoù a denn da draoù Breizh rak savet int bet e penn-kentañ ar wiki gant tud ganto soñjoù pell-mat eus re an darn vrasañ eus ar re a bled gant ar wiki hiziv : kudennoù doare-skrivañ, ideologiezh, tabutoù toull dizehan... n'eo ket dispar pennadoù Breizh, Istor Breizh ha brezhoneg evit c'hoazh, da skouer. --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 25 Gen 2006 da 14:14 (UTC)

==Niver a bennadoù==
ha goût a oar an nen abalamour da b'ra n'a ket mat en-dro ar padrom NUMBEROFARTICLES war ar pajenn degemer nevez-mañ?
[[Implijer:Neal|Neal]] 16 C'hwe 2006 da 19:58 (UTC)
* Geo, mont a ra en-dro. Ret eo dit naetaat da vemor krubuilh moarvat ma welez ne'z a ket war-raok an niver a bennadoù war da etrefas (da lâret eo ma welez ur sifr zo izeloc'h eget an hini gwirion). --[[Implijer:Fulup|Fulup]] 18 C'hwe 2006 da 11:48 (UTC)

==Création d'un portail supportant les wikipédias dans les langues sont "traditionnellement présentes sur l'espace étatique français" ==
:A l'image de l'intéressant portail [http://www.wikimedia.org/be-portal/] réunissant les déclinaisons des wikipédias dans les langues traditionnellement présentes en Belgique (Néerlandais, français, allemand, wallon, luxembourgeois, francique ripuaire, flamand occidental, limbourgeois...), je propose que l'on instaure une déclinaison similaire pour les langues "traditionnellement présentes sur l'espace étatique français" [[Image:Langues de la France1.gif|thumb|right|450px|Répartition géographique en France métropolitaine et régions limitrophes]](cette définition qui se veut politiquement neutre pouvant bien sûr être reformulée).
:Ce portail comporterait en l'état actuel des wikis existants des liens vers les versions en alémanique, arpitan, basque, breton, catalan, corse, flamand, français, luxembourgeois - parlé dans un tiers de la Lorraine thioise, normand, occitan et wallon.
:Bien évidemment ceci amènera à plusieurs questionnements :
: - faut-il inclure le corse ? (malgré la discontinuité territoriale et des conceptions identitaires divergentes)
:- faut-il inclure les langues des "Départements et Territoires d'Outre-Mer" (créole(s), mahohi... ou privilégier pour celles-ci (c'est mon avis) un portail régional du type : créole(s), papiamento, nahuatl, maya, anglais, espagnol, français, néerlandais...
:- faut-il inclure les langues de l'immigration en France ? Personnellement, je serais plutôt contre (car autant dans ce cas présenter 150 idiomes), mais j'admets sans peine que deux à trois langues fortement représentées dans l'immigration (arabe, chinois, portugais... ) y auraient leur place.
: Pour ma part j'y incluerais pleinement l'esperanto tant en raison du nombre de contributeurs francophones que de sa proximité ontologique avec le projet wikipédien.
: Ce projet pourrait, à l'instar du pionnier belge en susciter d'autres (portail des wikipédias celtiques, des wikipédias des langues du Royaume-Uni, des langues d'Ecosse... )
:Qu'en pensez-vous ?
:P.S (''cette inter se trouve également postée en page de discussion du wiki francophone'')[[Utilisateur:Sroulik|Sroulik]] (qui ne parle n'y n'écrit malheureusement le breton)

==Juniors==
Lennet ganin pajenn ar sportoù en OF, redadegoù bugale: penaos e vo lavaret ''Benjamin, minime, cadet, junior''? Penaos e vez graet e saozneg?
Kement-se evit gallout menegiñ e oa gounezet ur redadeg a bouez gant ar sportour yaouank Kenan an Habask, eus Lise Diwan Karaez, dimerc'her 20 a viz Kerzu, e Reuz (rummad "juniors"). [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 21 Kzu 2006 da 07:15 (UTC)
*Amañ e kavi respontoù : [http://www.ofis-bzh.org/bzh/ressources_linguistiques/index.php TermOfis] [[Implijer:Fulup|Fulup]] 14 Gen 2007 da 22:55 (UTC)

==11 000 ==
Tost da 11 000 pennad zo , a lenner. marteze e vije poent kemm, pa'z eo tremenet an niver-se abaoe ur pennad . [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 2 Gen 2007 da 00:46 (UTC)

Adalek pet pennad savet e vo gallet reiñ da c'houzout war ar bajenn degemer ez eus bet savet un toullad traoù diwar-benn mojennoù kozh Bro-[[Hellaz]]? [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 14 Gen 2007 da 22:39 (UTC)
:Gallout a rez ober an traoù da-unan. Geo, geo, gwir az peus te ivez, evel an implijerien all. un oberen kensavet eo. :) [[Implijer:Fulup|Fulup]] 14 Gen 2007 da 22:53 (UTC)
::Klasket em eus, n'em eus ket kavet an tu da vont e-barzh.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 14 Gen 2007 da 22:59 (UTC)
::: Amañ emañ al lec'h burzhudus [[Patrom:Keleier ar Wiki]]. Lenn an erbedadennoù a-raok cheñch un dra bennak e-barzh mar plij. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 14 Gen 2007 da 23:02 (UTC)

== Parlañdoù ==

Un draig bennak 'meus da c'houlenn genoc'h : daoustoc'h ma zo moaiand skriv en ur parlañd (rannyezh) amañ, get ma vo skrivet er skritur unvan, hemp na vo chañchet tout an traoù get wikipedierion arall? Me zo-me koutant da labourat àr an dro genoc'h eit kreskiñ ar wikipedia en hon yezh, mes ma vez chañchet tout ma zraoù get an dud arall, ne dal ket 'boan e lakehen bec'h!

[[Implijer:Lughaidh|Lughaidh]] 15 Gen 2007 da 23:50 (UTC)
* Reolenn diazez Wikipedia eo e c'hall pep hini kemer perzh en holl bennadoù, gwellaat anezho, degas boued enno. Ma tivizez kemer perzh eta eo ret dit asantiñ e c'hallo da bennadoù bezañ cheñchet gant ar re all. Den ebet n'eo perc'henn war ar pennadoù savet gantañ. Pal un holloueziadur eo ledañ deskamant etre an dud. Evit se eo mat implijout ur yezh lennek a dalvez da dreuzkas anaoudegezhioù. Kentoc'h eget sevel pennadoù en ur parlant bennak ar pezh na zegaso ket gwall dra d'an dud all e c'hallfes skrivañ pennadoù arskiantel diwar-benn brezhonegoù zo pe fedoù yezh zo. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 16 Gen 2007 da 06:58 (UTC)

:Peurvuiañ e vez komzet en ur parlant (parlañd?), ha skrivet en ur skritur.
:Evit arnodoù personel, evel ar skriturioù nevez, gwelloc'h ober en ur blog personel. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 5 Gou 2007 da 13:07 (UTC)

== Wikimedia Commons ==

Page [[commons:Degemer]] have new design. Please help with traslate it. ~ [[Implijer:Putnik|putnik]] 28 Ebr 2007 da 01:56 (UTC)

== [[:commons:Template:GFDL/br]] ==

Hello, would somebody be willing to translate this from [[:commons:Template:GFDL]] or any of its translations? Your help would be greatly appreciated by the Wikimedia Commons community. [[Implijer:83.84.12.131|83.84.12.131]] 14 Eos 2007 da 21:19 (UTC)

== Lanv du el Liger ==
N'on ket a-du evit lakkat keleier en un ton tamallus pe vousgoapus. Ret eo chom neptu. Rak-se :
*lavar ''taolet ez eus bet eol-maen e-barzh al [[Liger]] gant ar gompagnunezh [[Total]]'' a dalv eo bet graet a-ratozh gant Total. N'ouzomp ket tra.
*lavar ''Un doare iskis da lidañ 30 vloaz lanv du an [[Amoco Cadiz]].'' zo mousgoapus.
Cheñchet am eus ar frasenn eta. --[[Implijer:Arko|Arko]] 20 Meu 2008 da 10:17 (UTC) Mat-kaer.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 20 Meu 2008 da 12:33 (UTC)

==Labour graet==
*Brezhoneg: ar pennadoù [[pod]], [[podenn]], ha [[pod-kambr]]; [[douar]] ha [[douar-bras]]; [[urzhioù d'al loened]]; [[demat]], [[mallozh ma Doue]].
*Un toullad rummadoù karget db
**[[Inizi Bro-Skos]]: [[:Rummad:Inizi Firth of Clyde]], [[:Rummad:Inizi Gall]] .
*[[:Rummad: Barzhed Kembre]]
*Ar [[pok]]où, ha [[:Rummad:pokoù]]
*[[:Rummad:Antilhez Nederlandat]]: klok
[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 1 Gen 2009 da 13:25 (UTC)

*[[:Rummad:binvioù]]. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 22 C'hwe 2009 da 14:37 (UTC)

== Frazenn e ruz ==

Kavout a ran brav tre Wikipedia e Brezhoneg nemet ur frazenn skrivet e ruz a zo gwall zivalav. Hemañ 'zo "Ar brezhoneg, ar 54vet yezh tizhet ganti 25 000 pennad!" N'eo ket cheuc'h penn da benn skrivet e ruz ha gant lizherennoù n'int ket brav ivez! Gallout a rit cheñch an dra-se?<math>Mikael</math>

:Bravaat ha brasaat a ra wikipedia bemdez gant labour an holl, ha prestik eo 27 000 pennad a vo e-barzh, ha n'eo ket 25 000. Kalz traoù a gavan divalav e-kichen ivez, met ar frazenn-se a gavan mat-tre skrivet en [[ruz]] ha lakaet aze. Ha din n'eo na brav na vil. Met kinnig bravoc'h hag e vo degemeret marteze. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 8 Gou 2009 da 14:18 (UTC)

== Yezhoù rannvroel ==
Ur wech ouzhpenn en deus Bianchi-Bihan skrivet traoù na neptu na holloueziadurel, ha gant un ton tabutus ouzhpenn-se. Cheñchet em eus ar frasenn eta. Un holloueziadur eo Wikipedia, e lec'h ma ne c'haller ket skrivañ e soñjoù dezhañ, forzh peseurt re. Nemet er foromoù e c'haller ober se, o doujañ ouzh reolennoù zo. Bianchi-Bihan n'en deus ket komprenet an dra-mañ c'hoazh siwazh, krediñ a ra e c'haller skrivañ ar pezh en deus c'hoant e pep lec'h. --[[Implijer:Arko|Arko]] 11 Kzu 2009 da 22:03 (UTC)
:Taolet e vo evezh ouzh ton tagnous an embann-mañ ha sur e vo displeget d'an aotrou Arko, prest da reiñ kentelioù d'ar re all, ez eus doareoù dereatoc'h da gaozeal, un dra hag a zo bet displeget dezhañ n'eus ket pell gant ur merour neptu ha ne seblant ket kompren c'hoazh. Evit an neptuegezh hag an holloueziadur e kavin gwelloc'h kaout ali tud all eget e hini atav, dreist-holl pa welan e oar pellaat buan ouzh an neptuegezh adalek ma lak e fri e-barzh ma labour. Evit an holloueziadurouriezh n'eus nemet keñveriañ ma labour ouzh e hini evit kompren em eus karget un tamm gouiziegezh er wikipedia-mañ. Setu perak emaon o vont da adlakaat ar pezh zo bet diverket gantañ, hag ur merour neptu a viro outañ da gas en-dro ar brezel nevez emañ o klask kregiñ n'ouzon ket perak. Marteze peogwir ne c'houzañv ket bezañ ranket tennañ ar gunujenn vrav taolet gantañ en deiz all ? [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 12 Kzu 2009 da 03:23 (UTC)
::N'ho peus ket c'hoant paouez da chikanañ evit traoù ha n'int ket eus ar re bouezusañ. Me 'gav memestra n'eus ket ezhomm menegiñ Mitterand er gemenadenn, peseurt liamm a zo etre Mitterand hag afer [[Eric Besson]] ha [[Sarkozy]] ? --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] 12 Kzu 2009 da 15:16 (UTC)
:::Ne garfen ket e vije droukvesket ar c'henlabourer a chom sioul hag an hini a ra tagadennoù. Hag an tagadennoù ne gavan ket dister, dreist-holl pa deu da soñj din e vez rebechet kaozioù ''re sec'h'' din, pell mat diouzh seurt tagadennoù.
:::Al liamm eo an istor, un dra a gaver en un holloueziadur, ha statud ar yezh abaoe 30 vloaz, un dra a c'hallfe bezañ e preder un toullad mat a vrezhonegerien, petra bennak ma n'emañ ket en hini an holl, evel n'emañ ket ar [[Pokemon]] em hini-me. Ha din da c'houzout, [[Eric Besson]] zo e-barzh ur gouarnamant a zo dindan ur prezidant anvet [[Nicolas Sarkozy]]. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 12 Kzu 2009 da 15:50 (UTC)

Trugarez YMD evit lakaat a-gostez François Mitterrand, dija eo un tamm gwelloc'h ar frazenn... Kinnig a ran cheñch ivez ar frazenn-mañ ne gavan ket neptu "Kemenn a ra ar ministr gall Eric Besson e vije dañjerus d'ar stad c'hall anavezout ar yezhoù rannvroel en ul lezenn" er frazenn-mañ : "Kemenn a ra ministr gall an Identelezh hag an Divroiñ [[Eric Besson]] ne vo lezenn ebet diwar-benn ar yezhoù rannvroel."

Un dra vat moarvat e vefe kaout alioù ar verourien. Ha kavout a reont mat ar pezh a oa skrivet gant Bianchi-Bihan? Ha Bianchi-Bihan a c'hall skrivañ ar pezh en deus c'hoant e lec'h en deus c'hoant? Hag e c'hall kaozeal amañ d'ar re all en un ton ken disprizius? --[[Implijer:Arko|Arko]] 12 Kzu 2009 da 19:37 (UTC)
:D'am soñj n'eo ket diposubl implij ar gêrioù bet lakaet gant Bianchi ma 'z eo sur e vez implijet gant ar ministr gêrioù ken kreñv (ret e vefe reiñ deomp un dave). Mod all eo gwir e teu da vezañ un ali kentoc'h.--[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] 12 Kzu 2009 da 19:50 (UTC)
::Ya, ar wirionez zo ganit! Diouzh ar pezh a oaran, Eric Besson en deus lâret, o respont da Martine Faure, prezidantez an intergroup a ra war-dro ar yezhoù rannvroel er Vodadeg Broadel gall, e vefe seurt lezenn " « contraire au principe d'indivisibilité de la République et d'égalité devant la loi ». --[[Implijer:Arko|Arko]] 12 Kzu 2009 da 20:01 (UTC)
:::Ya, pep hini a c'hall skrivañ ar pezh en deus c'hoant el lec'h m'en deus c'hoant, gant ma ne vo kunujenn ebet, setu reolenn wikipedia, n'eus nemet lenn anezho. Ya, gallout a reer soñjal hag embann eo ret kemm ger pe linenn, tud zo a oar ober hep tagadennoù personel, a zo difennet groñs gant [[wikipedia:tagadennoù personel]]. Ya, gwelloc'h e vo kaout ali tud all un tamm neptuoc'h. Ya, ma welez un ''ton (!) disprizus'' ([[sic]]) tu bennak eus ma ferzh e vi gouest, hep mar, da ziskouez din pelec'h e oa... ha me a ziskouezo pelec'h emañ an tagadennoù tagnous ''neptu ha holloueziadurel'' war ar bajenn. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 Kzu 2009 da 05:12 (UTC)

===Kemm ar gerioù en ur gaoz ===
Ne gavan ket dereat kemm ar gerioù en ur gaoz pa vez bet ur respont: kement-se zo difenner groñs e meur a wikipedia, rak ne gomprener mui netra (ha se zo kaoz e varrennan ma respont d'ur skrid kemmet) ha dibosubl e teu ar gaozeadenn da vezañ. Setu, echu. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 12 Kzu 2009 da 16:16 (UTC)
:Ma 'm boa kemmet va respont e oa evit chom hep kaout ezhomm kargañ an eskemm gant ur frazenn ouzhpenn evit addisplegañ va mennozh padal en ur lakaat un nebeut gêrioù ouzhpenn e oa anatoc'h ar pezh am boa c'hoant lavar. Ha ne ouezen ket e oa bet skrivet en ul lec'h bennak e oa difennet kemm e respont. --[[Implijer:Y-M D|Y-M D]] 12 Kzu 2009 da 19:50 (UTC)
:Pe ur gaoz zo ur gaoz, ha ne zeuer ket war-dreñv, pe n'eo ket. Hep bezañ re strizh, me gred e c'haller kemm traouigoù ma ne gemmer ket ar ster ha keit ma n'eus bet respont ebet. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 13 Kzu 2009 da 04:50 (UTC)

== Brenniliz ==
319

modifications