Karintia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 114:
Dre lezenn o deus minorelezhioù yezhel [[Aostria]] ar gwir da sevel panelloù liesyezhek ha da implij o yezhoù er melestradurezh hag er skolioù en o zakadoù istorel. E [[1972]] e tivizas [[Bruno Kreisky]], [[kañseller]] Aostria, ha [[Hans Sima]], pennrener Karintia sevel panelloù alamanek-slovenek e 205 [[kumun]] e su Karintia (war an dachenn aroueziet gant ur vevenn c'hlas war ar gartenn). Distrujet e voe an holl panelloù-mañ gant ur mob a stourmerien eus an tu dehoù pellañ, met ivez gant slovenegerien asimilet zo o doa keuz eus o mammyezh hag a fellas dezho ez aje ar sloveneg da get ar buannañ ar gwellañ. Taget e voe Kreisky ha Sima gant manifesterien garintian a rae "treitourien [[yuzeviezh|yuzev]]" eus an daou [[politikour|bolitikour]].
 
E [[1977]] e voe divizet gant ar gouarnamant kevredel sevel panelloù divyezhek e kumunioù ma veze komzet sloveneg gant muioc'h evit 25% eus ar boblañs enno, 91 kumun en holl. Hogen n'eusne voe ket bet savet nemet 77 panell betek an deizar abloavezh hiziv2010 abalamour da mastocvastoc'hadur al lezenn gant pennrenerien Karintia a beb liv politikel.
 
[[Skeudenn:Haider_250806.jpg|thumb|200px|right|Jörg Haider o sevel panelloù unyezhek nevez e Bleiburg/Pliberk e miz Eost 2006]]
Abaoe [[2000]] en deus bet heuliet ur strategiezh nevez gant an dud o stourm evit gwirioù slovened Karintia. Bleniañ a reont o c'hirri-tan buan-kenañ dre gumunioù a vank panelloù divyezhek dezho. Pa vezont barnet e nac'hont paeañ peogwir ne oa ket aroueziet en un doare reizh harzoù ar gumun. E [[2001]] e urzhias [[Lez-varn Vonreizhel]] Aostria sevel panelloù alamanek-slovenek e pep kumun a vez komzet sloveneg enno gant muioc'h evit 10% eus ar boblañs. Mastoc'het eo bet an urzh-mañ gant [[Jörg Haider]], pennrener Karintia eus an tu dehoù pellañ. E [[2006]] e tivizas Haider dismantrañ panelloù divyezhek bet savet dija e Bleiburg/Pliberk. E miz Eost [[2006]] e kemennas e vo dismantret an holl panelloù divyezhek ha lakaet re unyezhek gant adpanelloù slovenek bihanik en o flas. E [[2011]] nemetken e voe echuet 'tabut ar panelloù' da vat, ha savet 164 panell divyezhek dres Su Karintia.
 
'''Gwelout ivez:'''