Bia de' Medici : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
 
Mervel a reas ar plac'hig gant an derzhienn d'he c'hwec'h vloaz. He zad a c'houlennas ur poltred anezhi digant [[Agnolo Bronzino]], unan eus pennoberennoù al livour. Gant poltred Bia eo bet awenet ar c'hizeller stadunanat [[Joseph Cornell]].
 
==Ur verr a vuhez==
N'ouzer ket piv e oa mamm Bia, met Cosimo ne oa ket koshoc'h eget 16 vloaz pa oa ganet. Hervez The Tragedies of the Medici, gant Edgcumbe Staley, e veze kontet e oa ur goueriadez eus Trebbio, ma oa bet savet kenkiz gant an tiegezh Medici, pe c'hoazh e oa ur plac'h a renk uhel eus Firenze. Ne oa nemet an tad Cosimo hag ar vamm-gozh Maria Salviati, a ouie piv e oa ar vamm. Met anavezet e oa Bia evel merc'h Cosimo ha Maria Salviati a save anezhi evel he mamm-gozh.