Niveradur nesan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pennad nevez : Niveradur nezan
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Mez 2011 da 11:00

Ur pennad eus an heuliad
Reizhiadoù niveriñ
eo ar pennad-mañ.
Sifroù arabek
Niveradurioù
arabekarmenianek
babilonsinaek
koptekegiptek
etiopiekgresianek
gotekhebraek
Indiajapanek
mayamongol
nesanroman
slavthailandek
lec’hiadel

An niveradur nezan zo un niveradur hag a veze implijet get an Nezaned. Un degred eo, daoust ma c'halle c'hoarvezout da niveroù zo ha ne oant ket kenliezvedadoù a 10 bout lieskementet, e-giz ma vez graet e yezhoù arall a-wezhioù (teir dousenn, daou c'hros).

Arouezlunioù

Talvoudegezh Arouezlun Niver
100 ME 1 ME
1000 LI-IM 1 LI-IM
10 000 SIG7 (1) SIG7(-an)

Skwer : 1 SIG7 5 LI-IM 5 ME NAM.RA.MES, “15 500 kaezh (den kaouedet)”.

Niveroù

Peurliesañ e veze skrivet an niveroù war-bouez arouezlunioù gennheñvel e nezaneg. Se zo kaoz n’eo anavezet nemet un nebeud termenoù a denn d’an niveroù.

Deveradoù a oa bet savet àr an niveroù. Bout e oa e niveroù-pegementiñ (unan, daou, tri), niveroù-pedvediñ (kentañ, eil, trede), anvioù-kadarn, anvioù-gwan hag adverboù deveret da eztaoliñ ar rannañ (hanter, trederenn, kard), al lieskementiñ (“x-gwezh”) hag an ingalañ (pep daou, pep tri), ha verboù savet àr anvioù-gwan deveret ag un niver (unaniñ, unvaniñ, doublañ).

Troadurioù a oa, rak-se e veze displeget an niveroù. (N’eo ket bet meneget an troadoù en daolenn da heul.)

Talvoudegezh Niveroù-pegementiñ Niveroù-pedvediñ Displegadennoù
1 šia- (moarvat) ḫantezzi(ya)- (“kentañ” ha “kent”) Niver-pedvediñ kar d’an niver louveg hanteli-, “kentañ”.
2 dān Donet a ra ag ar wrizienn indezeuropek *d(w)ó-.
3 teri- Donet a ra ag ar wrizienn indezeuropek *tri- “tri”.
4 meu- (get ur ster hollek marse), “pevar” Niver kar d’an niver louveg mauwa-, “pevar”.
7 Marse e vez kavet e šiptamiya, hanv un evaj. Donet a rafe ag an niver indezeuropek *sipta(m) “seizh”.

Daveennoù