Impalaeriezh Vongol : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|250px|Kresk an Impalaeriezh Vongol An '''Impalaeriezh Vongol''' zo bet unan eus an impalaeriezhioù brasañ en istor ar bed, e-pa...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 9 Mez 2011 da 10:43

An Impalaeriezh Vongol zo bet unan eus an impalaeriezhioù brasañ en istor ar bed, e-pad an XIIIvet hag ar XIVvet kantved. En em astennet e oa adalek kreiz Azia, betek goleiñ un darn vras eus ar c’hevandir-se, eus Reter Europa da Vor Japan, hag eus Siberia da iskevandir Indez hag ar Reter Nesañ. Kenstrollañ a reas ouzhpenn 35 milion a km2 (tost d’ur c’hard eus gorread an douar !) hag ouzhpenn 100 milion a dud. Diazezet e voe diwar unaniñ meuriadoù Mongoled ha Turked e-kreiz Azia, dindan aotrouniezh Jengis Khan a voe rener an holl Vongoled adalek 1206. Kreskiñ a reas gorread an impalaeriezh dindan e ren ha ren e ziskennidi. Aloubet e voe an holl vroioù tro-war-dro. Dre an Impalaeriezh Vongol e c’hallas teknikoù, ijinadennoù, ha mennozhioù nevez mont a-hed hag a-dreuz Eurazia, war tachennoù a bep seurt, eus ar sevel kartennoù d’ar moullañ, eus al labour-douar d’ar steredoniezh.

Kresk an Impalaeriezh Vongol