Jacob ha Wilhelm Grimm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: mk:Браќа Грим
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
 
==O bugaleaj==
Eus [[Saks]] e oa an tiegezh, protestanted an dud-kozh. Nav bugel o doe Philip ha Dorothea Grimm ha c'hwec'h anezho a chomas bev <ref>{{en}}[http://www.newsfinder.org/site/more/brothers_grimm/ article sur NewsFinder.]</ref> : Jacob, Wilhelm, Carl, Ferdinand, Ludwig ha Charlotte. Ganet e voent en un ti e kêr [[Hanau]] e-kichen [[Francfort sur le Main]], e rannvro [[Hessen]].
 
Pa oant studierien e oant enebet ouzh sujidigezh o bro a oa bet lakaet dindan gazel-gê gant an impalaer gall [[Napoleon]] hag e armeoù. Levezonet e oant gant skrivagnerien ar [[romantelezh]] alaman. Ar re-se a oa yaouankizoù troet da zisteurel al levezon c'hall ha da glask gwrizioù o sevenadur alaman el lennegezh-pobl. Studiet e veze gante ar skridoù kozh en o yezh. E-touez an dud-se e oa daou varzh, [[Clemens Brentano]] hag [[Achim von Arnim]] a zastumas kanaouennoù-pobl etre 1806 ha 1808 hag a embannas anezhe en un oberenn anvet "[[Des Knaben Wunderhorn]]" (Korn Hud ar Bugel). Evelte e reas [[Kervarker]], pa zastumas kanoù [[Barzaz Breiz]], embannet e 1839, ha [[Fañch an Uhel]] gant [[Gwerziou Breiz Izel]] 1868 ha [[Soniou Breiz Izel]] e 1890.
...
 
Kenlabourat a reas ar vreudeur Grimm gant an dastumerien kanaouennoù, ha dont a reas c'hoant dezhe da vont da zastum kontadennoù-pobl o bro. Evel-se eo, hag abalamour dezhe, ec'h anavezomp Gwennerc'h, Luduennig, ha meur a gontadenn all.
 
War roudoù ar vreudeur Grimm ivez ez eas fañch an Uhel pa zastumas kontadennoù-pobl Breizh. E broioù all e oa tud all c'hoazh oc'h ober labour heñvel.
 
Hep labour ar vreudeur Grimm eta e vije bet kollet teñzorioù : re Alamagn evel-just, hogen re Breizh ha meur a vro all c'hoazh ivez, ha paouroc'h e vije bet hon sevenadur.
 
==Dastum mojennoù==
Linenn 80 ⟶ 86:
 
 
==== E brezhoneg ====
 
Meur a wech ez eus bet troet pe adkontet kontadennoù dastumet gant ar vreudeur Grimm.
 
* ''Rapunzel ha pemp kontadenn all'', troet gant Mark Kerrain, [[Embannadurioù Sav-Heol]], 2011.
 
<!--