Kaozeadenn Implijer:MP : diforc'h etre ar stummoù

1 394 okted ouzhpennet ,  15 vloaz zo
Sioul!!
(adsinañ evel merour)
(Sioul!!)
Respontet eo bet din gant [[Implijer:Benoni|Benini]] o lâret e oa a-du gant an diskoulm bet kinniget ganin. Bez' on o c'hortoz c'hoazh ur respont a-berzh [[Implijer:MP|MP]].
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]] 17 Kzu 2006 da 18:48 (UTC)
 
== Sioul!! ==
 
Sioul!! Arabat mont war hent an tagadennoù personel, ha m'eo kroget unan bennak da vont warnañ dija gwelloc'h dezhañ chom a-sav e lec'h mont pelloc'h! Trawalc'h!!!!
 
Setu an diskoulm da c'hortoz evit lakaat an traoù da vont war sederaat:
 
* O sevel ur patrom nevez on evit enteuziñ tri fatrom damheñvel o fal.
* Klasket vez sevel ur patrom brav ha talvoudus
* Pa vo achu e vo tu d'e implijout e traoñ pennad pe bennad hervez c'hoant pep hini
* Skarzhet e vo ar patromoù kozh ha lakaet an hini nevez en o flas (ne vo kollet tamm danvez ebet en ur ober evel-se, m'hen tou)
* Betek ma vo achu ar patrom nevez arabbat kenderc'hel da implijout ar re gozh na d'o zennañ diouzh pennadoù m'int bet implijet warne dija.
 
Ma ne vez ket doujet d'an diviz-mañ e vo stanket an implijer/ion a glask kas an tabut pelloc'h c'hoazh ha gwarezet e vo ar pennadoù kemmet-digemmet.
 
Leuskit an tem me ho ped. oût mat a ran an diaezet e c'hell bezañ kilañ, dreist-holl pa gav da unan emañ ar gwir gantañ, met evit mad ar raktres hag evit ma c'hellfoc'h ho-taou kenderc'hel da labourat pep hini diouzh e du o tegas e damm skiant e vefe gwell chom a-sav gant an tabut-mañ raktal. Setu, me ho ped: na gasit gerig ebet ken etrezoc'h diwar-benn an tem-mañ e-pad un nebeud devezhioù mar plij o c'hortoz ma teufe sklaeroc'h an traoù.
--[[Implijer:Neal|Neal]] 17 Kzu 2006 da 19:25 (UTC)
36 397

modifications