Perroz-Hamon : diforc'h etre ar stummoù

kumun Aodoù-an-Arvor
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Perroz-Hamon''' a oa ur barrez eus eskopti Dol gwechall, enklozet en eskopti Sant-Brieg. Ul lodenn eus kumun Plaeraneg eo bremañ, abaoe 1824. A-raok an Dispac'h gall ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Mez 2011 da 14:42

Perroz-Hamon a oa ur barrez eus eskopti Dol gwechall, enklozet en eskopti Sant-Brieg. Ul lodenn eus kumun Plaeraneg eo bremañ, abaoe 1824.

A-raok an Dispac'h gall e oa parrez Perroz-Hamon en eskopti Dol. Div drev a oa enni, Lannevez ha Lanvigneg. Stag e oa bet an iliz parrez ouzh abati enez Sant-Riom, er bloavezhioù 1180, hag ouzh abati Boporzh war-lerc'h.

Dont a reas da vezañ ur gumun e 1790, da vare an Dispac'h. Met staget e oa bet ouzh kumun Plaeraneg d'ar 14 a viz Ebrel 1824.